Odysseüs e lez Alkinoos, gant Francesco Hayez (1813-1815)

E mitologiezh Henc'hres, ar Faiakiaiz[1] (en henc'hresianeg οἱ Φαίακες hoi Phaíakes, eus an henc'hresianeg φαιός phaiós, « gris[2] ») zo ur boblad moraerien, deskrivet gant Homeros e kanoù VI, VII, VIII ha XIII an Odysseia.

El lodenn vrudetañ eus an Odysseia diwar o fenn e tanevell Homeros penaos e kasont Odysseüs da Itaka. Lezel a reont anezhañ en e enezenn e-keit ha m'emañ o kousket ha pa zihun e kav profoù Faiakiaiz en e gichen. Poseidon a gastiz anezhe eus ar sikour o deus roet da Odysseüs ouzh o treiñ e maen war o hent d'ar gêr.

Notennoù

  1. Appolodoros, Biblioteke, I, 9, 25 (lenn enlinenn) hag Epitome, VII, 25 lenn enlinenn)
  2. Liddell et Scott, A Greek-English Lexicon, s.o. φαιός.

Levrlennadur