Ar Free Software Foundation (e Brezhoneg "Aozadur evit ar poellad frank"), gant an teskanv FSF, a zo un aozadur amerikan hep pal kenwerzhel, krouet gant Richard Stallman e 1985 evit sikour paeañ ar ratres GNU ha kummunelezh ar poellad frank. An arc'hant dastumet a zeu dreist-holl eus roadennoù, hag un tamm eus gwerzh produioù a-eil (T-shirts, CD-Roms...).

An FSF Europe, an FSF India, an FSF Latin America hag an FSF France a zo pevar aozadurioù c'hoar d'an FSF.

Hierarkiezh

Emezeladur

D'ar 25 a viz Du 2002, an FSF a grog gant ar « FSF Associate Membership program for individuals ». E miz Meurzh 2005, muioc'h eget 3 400 izili a zo emzelet. Ar 5 a viz Meurzh 2003 eo lañset ar Corporate Patron program for commercial entities ur program evit an embregerezhioù. E miz Ebrel 2004, 45 embregerezh a gemer perzh d'ar program-se.

Aozadur

An FSF en deus ur c'huzul merañ gant 6 ezel :

Postoù all

Izili bet

Sez an FSF, lec'hiet e Boston, Massachusetts en deus peurvuiañ 10 den gopret. Ar burev a zo renet gant Bradley Kuhn.

Gopradennoù

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez