Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Gabriel Attal |
Anv-bihan | Gabriel, Nissim |
Anv-familh | Attal, Couriss (de) |
Deiziad ganedigezh | 16 Meu 1989 |
Lec'h ganedigezh | Clamart |
Tad | Yves Attal |
Mamm | Marie de Couriss |
Kompagnun(ez) | Stéphane Séjourné |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Karg | Kentañ Ministr |
Bet war ar studi e | Institut d'études politiques de Paris, Skol-Veur Panthéon-Assas, École alsacienne |
Diplom skol-veur | bachelouriezh |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Renaissance, Strollad sokialour |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | Q99485986, 2022 French legislative election |
Tuadur revel | heñvelrevelezh |
Lec'hienn ofisiel | https://www.info.gouv.fr/personnalite/gabriel-attal |
Gabriel Attal, bet ganet d’ar 16 a viz Meurzh 1989 e Clamart (Hauts-de-Seine), zo ur politikour gall, a orin tuniziat hag elzasat a-berzh tad, ha gall, gresian ha rusian a-berzh mamm.
E dad, Yves Attal, a oa alvokad ha produer sinema. E vamm, Marie de Couriss, a oa implijet en un embregerezh produiñ[1].
Studiet en deus e Sciences Po Pariz, diplomet eo bet e 2012[1].
Ezel eus ar Strollad Sokialour adalek 2006[1], harpet en deus Ségolène Royal e-kerzh he c’habalerezh evit dilennadeg prezidant ar Republik e 2007.
Adalek 2012 e labouras evit ministr ar Yec’hed Marisol Touraine, skrivañ a reas prezegennoù eviti[1].
E 2014 e tilezas ar Strollad Sokialour hag ec'h emezelas er strollad La République en Marche. Harpañ a reas Emmanuel Macron e-kerzh kabalerezh prezidant 2017[1].
E 2018 ec'h eas da zegemennour La République en Marche[1].
D’ar 16 a viz Here 2018 e voe anvet da sekretour Stad e ministrerezh an Deskadurezh-Stad, an den yaouankañ o tapout hevelep karg[1].
D’ar 6 a viz Gouere 2020 e voe anvet da vouezh aotreet ar gouarnamant[1].
D’an 20 a viz Mae 2022 e voe anvet da vinistr dileuriad ar C’hontoù foran[1].
D’an 20 a viz Gouere 2023 e voe anvet da vinistr an Deskadurezh-Stad[1]. Lañset en deus ur stourm a-enep an harellerezh er skolioù, ar pezh a oa bet graet a-enep dezhañ pa oa krennard[2].
D’an 9 a viz Genver 2024 e voe anvet da gentañ ministr[3] war-lerc'h Élisabeth Borne.
En ur c’houblad eo bet gant ar politikour Stéphane Séjourné etre 2017 ha 2022, un EKAG etrezo[4].
Pa oa krennard eo bet harellet abalamour d’e heñvelrevelezh gant e gamarad skolaj Juan Branco[2].