Geriadur istorel ar brezhoneg eo titl ar geriadur istorel savet gant Roparz Hemon hag embannet gant Preder e levrennoù adalek 1959. Ur geriadur brezhonek-gallek eo, gant skouerioù e-leizh, dre-se eo ur benveg a dalvoudegezh evit an droourien eus an amzer a vremañ. Adkemeret e oa bet e batrom gant Martial Ménard[1], p'en doa divizet sevel e c'heriadur treadegel eus ar brezhoneg lakaet enlinenn e 2016 gant Kuzul ar Brezhoneg dindan anv Devri gant harp skiantel Skol-Veur Roazhon.
Savet en doe Roparz Hemon un reizhiad evit berraat titloù an testennoù brezhonek renablet gantañ. Implijet e vez ar reizhiad-se er geriadur treadegel, Devri, ivez.

Doare kinnig

Hervez doare-skrivañ ar peurunvan emañ al labour (penngerioù, frazennoù), war-bouez ar gerioù studiet[2], hag ivez ar skridoù krennvrezhonek. Da skouer evit hegasiñ e kaver meneget "hegaçç, hegaçça, hegazi, hegasi"[3].

Skouerioù

Istor

Kendalc'het e voe an embann gant Preder.

E 1978 e oa marvet Roparz Hemon. Hervez kont e talc'has-eñ da labourat ha d'ober reizhadennoù pa oa klañv-bras e dibenn e vuhez.

Notennoù ha daveoù

  1. E kentskrid Dictionnaire français-breton, p. 14 : displegañ a ra M. Ménard en doe dastumet 10 000 pajennad notennoù e-doug 30 vloaz hag e teuas da reiñ d'an notennoù ar furm daveennet dibabet gant Roparz Hemon.
  2. «Ar ger studiet hepken a vez lakaet dres evel m'emañ er skrid. Ar frazenn, avat, a vez lakaet en doare-skrivañ bremañ.» p. 12.
  3. P. 1186.

Gwelet ivez