Boccaccio
Delwenn Boccacio en Uffizi, Firenze
Maen-eñvor da v-Boccacio e Certaldo Alto

Giovanni Boccaccio, pe Boccacio hepmui, zo ur skrivagner italian, ganet en 1313, e Certaldo pe e Firenze, ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1375 e Certaldo. Gant e oberenn veur, danevelloù an Decameron skrivet e toskaneg, ha troet en ur bern yezhoù, e savas an italianeg lennegel.

Buhez

Andrea del Castagno, Giovanni Boccaccio, Ciclo degli uomini e donne illustri, Firenze, Galleria degli Uffizi, 1448-1451

Mab bastard e oa d'ur marc'hadour hag a soñje e lakaat d'ober kenwerzh eveltañ, ha d'ur C'hallez.

E Napoli

E 1327 ez eas gant e dad da Naplez, hag eno e voe lakaet zeskiñ micher ar c'henwerzh e skourr Naplez ar gompagnunezh Compagnia dei Bardi.

A-benn pevar bloaz, e 1331, o welout ne zeske netra pe dost, e voe lakaet, da 18 vloaz, da studiañ gwir an Iliz, en esper d'e welout o vont d'ober ur vicher bennak.

Degemeret e vezent e lez ar roue Roberto Iañ Naplez. Orgediñ a eure ouzh un itron a zo bet anvet Fiammetta gantañ. Troet e oa gant al lennegezh, ha skrivañ a rae koulz e latin evel e yezh ar bobl, hini Toskana. Sevel a reas oberennoù evel an Teseida, ar Filocolo, ar Filostrato ha Caccia di Diana. Daremprediñ a rae levraoueg ar roue, hag ober a reas anaoudegezh gant Paolo da Perugia, a zeskas gregach dezhañ.

E Firenze

E dibenn ar bloavezh 1340 e tistroas da Firenze, hag eno e tegouezhas gant Petrarca.

En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant Dante hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour Petrarca avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù.

En 1362 e troas ouzh ar relijion, hag e fellas dezhañ skeiñ en tan e holl zornskridoù. Dizaliet e voe gant Petrarca. Er memes bloaz e voe degemeret gant Niccolò Acciaiuoli en e gastell, castello di Montegufoni.

Tremen a reas ur pennad amzer e Naplez, ma savas an Decameron, ha goude mont da chom da Firenze.


Fin e vuhez

En em dennañ a reas da Certaldo, ma vevas en dienez. En 1373-1374 e voe pedet gant kêr Firenze da ober ul lennadenn eus Divina Commedia Dante dirak ar bobl en iliz San Stefano di Badia, hag en ober a reas betek e varv.


E oberennoù

E latin

Oberennoù all en latin

E doare Genealogia deorum gentilium

En italianeg


E brezhoneg

Priz

Ur priz lennegel gallek, anvet Prix Boccace, a vez roet d'un dastumad danevelloù.

Levrlennadur

Liammoù diavaez



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Giovanni Boccaccio

a vo kavet e Wikimedia Commons.