Gresianeg
(Elliniká, Ελληνικά)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia
Rannved :
Komzet gant : 15 000 000
Renkadur : goude 74
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 el
ISO 639-2 gre, ell
ISO 639-3
Kod SIL ELL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar gresianeg (Ελληνικά) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropek. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.

Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.

Gregaj (pe gregach) – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.

Istor

Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kt JK evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al linenneg B eus 1500 kt JK. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kt JK). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.

Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :

Da vezañ kendalc'het

Gwelet ivez