Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Gwenanenn

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Hymenoptera
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Taol-gwenan
Varroa destructor war ur wenanenn
O tastum mel
Cuevas de la Araña
Taol-gwenan ouzh ur marc'h-houarn

Ar gwenan zo amprevaned bihan hag a zo renket en urzhad Hymenoptera, gant ar gwesped, ar merien hag al laou-koad.

Ar gwenan a-varr a gaver en Europa hag en Afrika a zeu evit al lod brasañ eus isspesadoù Apis mellifera. An hedoù-gwenan desavet gant mab-den e ruskennoù a vez graet doñv anezho, hag ar re a vev o-unan en natur a vez graet gouez anezho ; koulskoude n'eus tamm diforc'h fiziologel kenetrezo.

Desevel

Anavezet eo an desevel gwenan abaoe miliadoù a vloavezhioù. Taolennet ez eus un dastumadeg mel en ur vougev livet etre 8000 hag 6000 KJK. (Cuevas de la Araña, kostez València) e Spagn. Testeniet eo an desevel e lezennoù hitit skrivet e Kappadokia war-dro 1500 KJK.

Gwenan du ar vro (Apis mellifera mellifera) a vez implijet dreist-holl. Ar gwenan Buckfast, deuet diwar ur meskaj graet gant mab-den etre Apis mellifera mellifera hag Apis mellifera ligustica, a vez implijet ivez.

Etre 30 000 ha 70 000 gwenanenn a c'hell en em gavet asambles en ur barr-gwenan (e-tro 6 000 e-pad ar goañv). En ur golonienn e kaver ur vamm, micherourezed (parezed), pared ha vioù. Gellet a ra ur vamm bevañ betek pemp bloaz, met ur vicherourez a vev etre 5 ha 6 sizhun (e-pad an hañv) pe etre 5 ha 6 miz (e-pad ar goañv). Ar pared ne vezont ket maget ken ur wech speriet ar vamm. A-hed he buhez e c'hell ur wenanenn kaout meur a vicher, er memes urzh atav : kempenn ar ruskenn, magañ ar vioù, produiñ koar, mont da vleuniaoua, gwardiñ ha difenn ar ruskennad.

Gant ar gwenan e vez dastumet mel, koar, propoliz, pollen, binim ha treuzfeurmet e meur a brodu evel chouchenn.

Kleñvedoù ha preizherien

En Europa e vez taget ar gwenan gant bakteri anvet Paenibacillus larvae ha gant arvevidi anvet Varroa destructor.
Gant c'hwiliorezed aziat (Vespa velutina nigrithorax) e vezont debret ivez. Erruet eo al loened-se e Okitania e-tro ar bloaz 2004, o tont eus eus Sina moarvat[1]. E Breizh eo bet gwelet evit ar wech kentañ e 2010, e (Liger-Atlantel) hag e 2011 en Aodoù-an-Arvor)[2].

Azoniad Diskar ar C'holoniennoù Gwenan (A.D.K.G.)

Anavezet eo ivez diouzh e anv saoznek, ar C.C.D. (Colony Collapse Disaster). Abaoe 2006 ez a war zigresk an niver a goloniennoù gwenan doñv e Stadoù-Unanet Amerika . Alies e vez kavet ruskennadoù marv e dibenn ar goañv, pa vez digoret ar ruskennoù evit ar wech kentañ ar bloaz. Drastus eo ar c'holloù er vro-se : -29% a goloniennoù e 2009, -34% e 2010[3].

En Europa e krogas ivez ar wenanerien da welet darvoudoù heñvel e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. A-drugarez d'ar programm EPILOBEE 2012-2014[4] savet gant Unaniezh Europa ez eus bet dastumet roadennoù fetis : uheloc'h e seblant bezañ ar c'holloù e broioù norzh ar c'hevandir. Setu un nebeud sifroù evit ar goañv 2012-2013[5] :

Hervez ar studiadennoù[6], meur a elfenn a c'hell displegañ an azoniad-se. Daoust dezho bezañ anezho abaoe pell evit lod, e c'hellfe o meskaj bezañ degaset an S.D.K.G. En o zouez viruzoù, c'hwibez evel Varroa destructor, preizherien evel Vespa velutina nigrithorax hag al louzeier implijet gant lod labourerien-douar en o farkeier : louzeier-amprevaned, louzeier-foue, louzeier-c'hwibez, diastuzerioù neonikotinoidoù enno hag all.

E 2019 ne zigresk ket an niver a wenan a vez prederiet gant gwenanerien, kreskiñ a ra zoken petra bennak ma varv lod ruskennadoù en un doare naturel. Ar pezh a zo chalus eo niver ar gwenan gouez hag an holl bollenered all. Nebeutoc'h-nebeutañ a annezioù ha danvezioù zo evito. Meur a wech ez eus bet distrujet girzhier, gwez, drez ha bleuñv gouez evit sevel parkeier brasoc'h, evel er Beauce. An diouer a lec'hioù gouez zo fall-tre evit ar gwenan.

An diastuzerioù zo un dra fall evit an holl amprevaned, kerkoulz ha darn eus an arvedidi. En ur wenaneg e varv war-dro 20% eus ar gwenan bep bloaz : 12% abalamour d'an arvevidi anvet Varroa destructor hag 8% gant ar gozhni hag abegoù all evel ar pennmarc'hed, an diastuzerioù, hag all. An diastuzerioù n'int ket ar poent pouezusañ e marv ar gwenan, met ur poent e-touez kalz poentoù all.

Mar steuz an holl wenan kuit, moarvat e steuzio an holl bollened ivez en abeg m'emañ ar gwenan gwarezet gant ar wenanerien. Mar steuz an holl bollenered kuit ne chomo nemet an avel evit pollenañ, ar pezh a lonk kalz amzer. Kemmesket e vo ar spesadoù, ar c'herez da skouer : mard eus kemmesk er spesadoù kerez ne vint mui mat da zebriñ. Heñvel eo evit an holl frouezh, al legumaj hag all. Ar frouezh a servij da ouennañ ar plant, ha mard eus kemmesk ne c'hallint mui gouennañ en un daore mat. Mar kendalc'h an traoù evel-se, an holl blantennoù bleuniek a vo steuziet kuit. An holl loened na c'hallint ket azasaat a vo aet diwar wel.

E Breizh

E 2010 e oa e Breizh 2 093 gwenaner ha 48 630 ruskennad. Ur geidenn a 16,4 kg mel a veze tennet eus pep ruskennad bep bloaz (keidenn evit Rannvro Breizh hepken).

En Enez-Eusa eo diazezet Kevredigezh gwenan du Breizh[7]. Deuet eo an enez da vezañ al lec'h nemetañ hep Varroa destructor en Europa. Eno ne vez ket implijet louzeier kimiek kennebeut. Produet e vez taolioù-gwenan ha mammoù yac'h a vez gwerzhet er bed a-bezh goude.

Krennlavarioù

Levrlennadur

Gwelout ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Gwenan

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwenan er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (fr) Inventaire National du Patrimoine Naturel
  2. (fr) FREDON Morbihan
  3. (en) Colony Collapse DisorderProgress Report, 06/2010
  4. (en) Study on honey bee colony mortality
  5. https://web.archive.org/web/20150419182825/http://www.notre-planete.info/actualites/4019-mortalite-abeilles-Europe
  6. (fr) Syndrome d'effondrement des colonies d'abeilles
  7. (fr) Association Conservatoire de l'Abeille Noire Bretonne