Gwener an Eskilin (Venere Esquilina en italianeg) a zo unan eus delwennoù hellenek brudet Afrodite en he noazh, graet e marmor Paros, er Iañ kantved kent JK, ha bihanoc'h eget gwir vent ur vaouez. Gallout a rafe bezañ ur poltred bravaet eus ar rouanez Kleopatra VII.
Dizoloet e voe an delwenn en Horti Lamiani, war ar Menez Eskilin, e Roma e 1874. Eno e oa ul liorzh en amzer an Impalaeriezh roman ha kavet e oa bet meur a zelwenn enne abaoe ar XVIvet ha XVIIvet kantved pa voe dizouaret delwennoù Laocoon hag an Discobolus. E 1874 edod o sevel tier nevez da ober un dremm gaer da gêr-benn nevez Italia ar Risorgimento.
Lavaret ez eus bet e oa an doueez roman Gwener (marteze un doare Afrodite Anadyomene), pe ur gouronkerez, doare benel an diadumenos, pe un urzhiadenn digant ar roue Ptoleme, pe un eildelwenn diwar un urzhiadenn a-berzh ar roue egiptat (marteze urzhiet gant Claudius en-eeun evit liorzhoù an impalaer).
Meur a oberenn a voe awenet gant an delwenn adkavet. En o zouez hini Alma Tadema e 1877, anvet Patrom ur C'hizeller, ha hini Edward Poynter, anvet "Diadumene e 1884. Gant an daou livour eo poltredet an delwenn, pe ar vaouez, o stagañ he blev, prest da vont d'en em zerc'hel dirak an arzour, pe da vont da gibellat, e doare an delwennoù anvet diadumenos (paotr e dalgen).