« Pseudo-Seneca » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn hellenat (British Museum)

Hesiodos (Ἡσίοδος, Hêsíodos e henc'hresianeg, Hesiodus e latin) a oa ur barzh hellazat eus an VIIIvet kantved kt JK. Ganet e vije Hesiodos en Askra, ur vourc'hadenn eus Boiotia.

E vuhez

Hesiodi Ascraei quaecumque exstant, 1701

Ar fedoù

Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e Dheogonia.

E dad a deue eus Kyme en Aiolis, ur vro eus Azia-Vihanañ etre Ionia ha Troas. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / Pérsê, dĩos génos » (Labourioù, gwrz. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.

Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez Helikon. Eno e timezas gant Pykimede, ha daou vab o doe: Hesiodos ha Perses.

Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (Labourioù, gwrz. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos, prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.

Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg Al Labourioù hag an Deizioù.

Al Labourioù hag an Deizioù

Diazezet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:

Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.

Ouzhpenn labourat an douar e oa un aoidos anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E C'halkis en Euboia, e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue Amfidamas da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez Helikon.

Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud Thespiai, e tec'has an annezidi da Orc'homenos. Hervez testeni Aristoteles en e v-Bonreizh Orc'homenos e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o agora, e-kichenik bez Minyas, haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής / oikistês e gregach).

Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e Thespiai, Olympia ha war menez Helikon.

Kanet e voe e varzhonegoù gant ar rapsoded ha brud vras a deuas dezho evel-se. Kalzik a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez

Ar mojennoù

E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:

Oberennoù

Hesiodos hag ur Vuzenn, gant Gustave Moreau (1891).

Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl Theogonia hag Al Labourioù hag an Deizioù.

Oberennoù all lakaet war e gont

Koulskoude ez eus bet lakaet e-leizh a oberennoù all war e gont, en un doare faltazius:

Pennadoù kar dre o ster

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Hesiodes

a vo kavet e Wikimedia Commons.