Ar hierakosfins zo ul loen mojennel, ur gripi hag a weler e-touez delwennoù Henegipt hag adarmezouriezh Europa[1], dezhañ korf ul leon ha penn ur falc'hun. Ijinet e oa bet an anv gant ar beajour Herodotos da envel ar shinsed pennoù-falc'hun a wele en Egipt. unan all a oa dezhañ penn ur maout, hag a rae Kriosfins anezhañ.