Lec'hiañ Hiort e-keñver an Inizi Gall Pellañ.
Enezeg Hiort.

Hiort (an anv gouezelek; Saint Kilda, e saozneg, met n'eus sant anavezet ebet gant an anv-se ha n'ouzer ket a belec'h e teu, ha diwar treuzkompren eo moarvat), a zo un enezeg didud, e gwalarn Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos. Emañ er gwalarn da Uibhist a Tuath er Meurvor Atlantel, hag inizi kornôkañ Bro-Skos int[1] Hirta eo an enezenn vrasañ, gant an torraodoù uhelañ a c'haller kavout er Rouantelezh-Unanet. Melestret eo an inizi gant Comhairle nan Eilean Siar.[2]. Didud eo abaoe 1930, pa oa bet skarzhet an enezourien, nemet dalc'het eo hiziv gant an arme saoz. Kent se e oa bet tud en inizi abaoe 2 000 bloaz. Moarvat n'int ket bet ouzhpenn 180 en holl war un dro, ha sur eo ne oant ket ouzhpenn 100 goude 1851.

Roud a zo eus savadurioù ragistorel, met ar skrid koshañ a ra anv eus an inizi a zo eus dibenn ar Grennamzer. Kêriadenn grennamzerel Hirta a voe adsavet en XIXvet kantved, met levezon ar gred relijiel, kleñvedoù deuet gant diavaezourien ha touristed dreist-holl, ouzhpenn efed ar Brezel-bed kentañ, a voe kaoz ma voe dilezet an enezenn e 1930[3] Awenet ez eus bet arzourien gant istor Hiort, betek ur c'hoarigan e 2007.[4]. Perc'hennet eo an enezeg gant an National Trust for Scotland. Deut eo da vout unan eus peder lec'hienn ar Glad bedel e Bro-Skos, abaoe 1986.

Bagadoù tud a deu da labourat evit netra e-kerzh an hañv en inizi da adsevel an tier dilezet gant an enezourien ha kouezhet en o foull abaoe. Ur c'hamp soudarded zo ivez enni abaoe 1957[5].

Orin an anvioù

Ar Straed, hag an tier darev da gouezhañ en o foull.
Ar Straed, gant an tier damadsavet.

Sant ebet n'anavezer en anv Kilda, ha meur a vartezeadenn zo bet steuñvet diwar-benn orin an anv, a deu eus ar XVIvet kantved[6]. Haswell-Smith (2004) a skriv ne gaver ket roud eus an anv St Kilda a-raok 1666, war ur gartenn izelvroat, hag e c'hallfe dont eus ar gerioù norsek sunt kelda ("dour-feunteun c'hwek") pe eus ur fazi a-berzh saver izelvroat ar gartenn en dije fallgomprenet anv ar feunteun Tobar Childa o krediñ e oa gouestlet d'ur sant. Tobar Childa zo un adlavar, savet gant un anv gouezelek hag un anv norsek, a dalv kement ha feunteun o-daou[7].

Martin Martin, a zeuas di e 1697, a grede e oa an anv hini unan eus an enezourien a oa bet roet e anv d'ar feunteun vras Toubir-Kilda[8],[9].

1580 Carte of Scotlande o tiskouez Hyrth (da lavarout eo Hirta) en tu kleiz ha Skaldar (Haskeir) er biz.

Orin Hirta, kalz koshoc'h eget an anv Saint Kilda, a zo ivez dizemglev diwarnañ.

Douaroniezh

Loened ha plant

Un tourz eus Soaigh.
Soaigh e-kreiz ar vorlusenn.


Doareoù bevañ

Tud Hiort a baee feurmoù o zier, pe un darn bepred, oc'h evneta. Gant kerdin staget ouzh postoù e tiskennent betek an neizhioù. Unan eus ar postoù-se a weler war ar skeudenn.

Ur post a dalveze da stagañ kerdin da ziskenn betek an neizhioù a-hed an tornaod.


Relijion ha touristerezh en XVIIIvet ha XIXvet kantved

An ti-skol en dorn dehoù, a voe savet stag ouzh an iliz e 1884.
Ur gartenn gant live ar mor eus Hiort ha Soaigh e 1888[10].

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Hiort

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Da lavarout eo ma lezer er-maez Rockall, a zo tabut etrebroadel diwar he statud. Sellout ouzh MacDonald, Fraser (2006) The last outpost of Empire: Rockall and the Cold War Journal of Historical Geography. 32 pages 627–647. Retrieved 1 August 2007.
  2. Steel (1988) page 254.
  3. See especially Maclean (1977), Steel (1988), Fleming (2005).
  4. McMillan, Joyce (3 March 2007) "St Kilda the Opera brings out the bully-boys". Edinburgh. The Scotsman. Retrieved 3 March 2007.
  5. Steel (1988) page 273.
  6. Buchanan (1983) Pajennoù 2–6.
  7. Haswell-Smith, Hamish. (2004) The Scottish Islands. Edinburgh. Canongate. Pages 314–25.
  8. Martin, Martin (1703).
  9. Tobar Childa ha Toubir-Kilda n'int nemet ar memes anv.
  10. Harvie-Brown, J.A. and Buckley, T. E. (1888) Facing P. XXIV.