C'hlodwig, pe Hlodwig, zo un anv frankek, doare kozh an anv gallek Clovis.

Gerdarzh

Chlodowegh eo ar stumm frankek orin, diwar chlod (« brud », « brudet ») ha wegh (« emgann »), ha talvout a ra kement ha « Klod en emgann ».

Clovis

Ur stumm latinekaet e oa Clovis: pa ne oa ket a "c'h" e latin e veze skrivet "c", a-wechoù "ch". Ar stumm gallek nemetaén eo hiriv, goude ma ne oa son /k/ ebet en anv orin.

Evit kompren penaos eo emdroet an anv latin Clovis e challer tennañ ar C eus Clovis, ha lakaat un u e-lec'h ar v : ha setu an anv Louis.

Louis

Diwar an anv-se e teu an anv gallek Louis, tra ma oa aet an anv orin da Ludwig en alamaneg, ha da Ludovicus e latin, evit reiñ Ludovic e galleg ivez.

Lec'hioù

Tud