MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Talbenn Iliz-veur Kemper gant delwenn ar roue Gradlon etre an div gorzenn

Unan eus nav ilizoù-meur Breizh eo Iliz-veur Sant-Kaourintin, sez Eskopti Kemper ha Leon. Savet eo bet e Kemper (Kerne) war lec'hiad an iliz romanek dediet d'an Itron Varia (XIvet kantved). E-touez an ilizoù-meur gotek koshañ e Breizh eo gant hini Kastell-Paol hag hini Landreger.

Istor

Diwar intrudu an eskob Rainaud, kañseller Per Iañ, dug Breizh eo bet kaset al lañs evit he sevel e 1239. Mont a ra buan a-walc'h al labourioù, met daleoù a zo bet gant an diaesterioù degaset gant Brezel hêrezh dugelezh Breizh er XIVvet kantved hag ar c'hleñvedoù-red. Kensakret eo bet ar chantele e 1287, met echuet eo bet e 1300 hag eo bet bolzet e 1410 dindan ren Yann V a Vreizh.

Mentoù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Iliz-veur Kemper

a vo kavet e Wikimedia Commons.