Jerzenezeg
(Jèrriais)
Ur bannell gant jerzenezeg warni
Perzhioù
Komzet e : Jerzenez, Serk
Rannved : Europa
Komzet gant : 2.600 a dud (anavezet gant 10.000 a dud)
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
  • Italek
    • Romanek
      • Kornôg-Italek
        • Kornôg-Italek ar C'hornôg
          • Galian-Iberek
            • Galian-Romanek
              • Galian-Raetek
                • Oïl
                  • Jèrriais
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 got
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar jerzenezeg (Jèrriais) a zo ur yezh oïl a-orin normanek a vez komzet e Jerzenez. Kar eo d'ar gwernenezeg. Komzet e vez ur rannyezh jerzenezek e Serk (serkeg), bet kaset di eus Jernenez er XVIvet kantved. N'eo ket kevatal ar jerzenezeg, yezh hengounel an enez, d'ar galleg a vez implijet eno evit aferioù a denn d'ar velestradurezh.

E 2001 e veze komzet ar yezh gant 3% eus an dud a vev en enez ha betek 15% a zo gouest d'he c'hompren. Mont war gresk a ra an niver a vugale barrek war ar yezh abaoe ma vez kelennet muioc'h-mui er skolioù[1].

Klasket e vez gwareziñ ar yezh hag he c'has war-raok ivez dre hec'h implijout muic'h-mui er vuhez foran, da skouer war pannelloù-hent hag all.

Gerioù brezhoneg e jerzenezeg ?

Jerzenez a oa ul lodenn eus Breizh betek aloubadeg an Normaned. Hervez lod e vefe un dornadig gerioù a orin brezhonek e jerzenezeg :

Gwelet ivez:

Notennoù

  1. Anyone here speak Jersey? - The Independant, 11 April 2002

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez