Kaldeira[1], kaldera[2] a reer e douaroniezh eus ur gleuzenn ledan e stumm ur chidhouarn a vez savet nebeut amzer goude ma vez goullonderet kambr vagma ur menez-tan o paouez dislonkañ. Pa vez taolet kementadoù magma bras e berr amzer e harp ar reier a-us d’ar gambr vagma war re nebeut a dra. Kouezhañ a ra neuze gorre an Douar er gambr vagma goullo pe hanter c'houllo, ar pezh a lez ur gleuzenn ledan war-c'horre an Douar, dezhi etre ur c'hilometr ha meur a zek kilometr treuz[3]. Daoust ma vez deskrivet a-wezhioù evel ur c'hrater ez eo kentoc'h un doare founilh en douar, pa vez savet gant un disac'hadenn kentoc'h evit gant un darzhadenn pe ur stokadenn. E-keñver ar miliadoù a darzhadennoù menezioù-tan a c'hoarvez bep kantved ez eo un darvoud ral gwelet ur c'haldeira nevez. Ne c'hoarvez nemet un nebeud gwezhioù bep kantved[4]. N'anavezer nemet seizh kaldera nevez krouet etre 1911 ha 2016[4]. Nevez zo ez eus savet ur c'haldeira nevez e Kīlauea, e Hawaii e 2018[5].
Amprestet eo bet ar ger caldeira digant ar portugaleg. Kar eo d'ar ger spagnolek caldera, ha d'ar ger Latin caldaria, a dalvez "chidhouarn"[6]. Implijet e oa bet ar ger caldera evit ar wezh kentañ er c'heriaoueg geologel gant ar geologour alaman Leopold von Buch pa embannas eñvorennoù e veaj en Inizi Kanariez e 1815[7], pa welas evit ar wezh kentañ Kaldeira Las Cañadas e Tenerife, gant ar menez Teide a-us, ha goude-se Caldera de Taburiente e La Palma[8][6].
Degouezhout a ra tarzhadennoù kaldeira pa vez leun ar gambr vagma gant magma a zo puilh an dioksidenn silikiom[9] ennañ. Gludek-kenañ eo ar magma-se, hag abalamour da se ne ver ket en un doare aes evel ar bazalt[10]. Ar magma zo ennañ ivez kalz gazoù dileizhet, betek ur Rann dolzel a 7 wt% evit ar magmaoù ma vez puilhañ an dioksidenn silikiom ennañ[11]. Pa dosta ar magma da c'horre an Douar, an digresk er gwask kenfinañ a laka ar gazoù da vont kuit a-dizh eus ar magma, ar pezh a laka ar magma a-dammoù hag a brodu ur meskaj ludu volkanek ha tefraoù all gant gazoù tomm-kenañ[12].
Ar meskaj ludu ha gazoù volkanek a sav da gentañ en aergelc'h e stumm un golonenn darzhadenn. Koulskoude a-feur ma kresk ar c'hementad danvez dislonket, n'eo ket gouest ar golonenn darzhadenn da gas aer a-walc'h da genderc'hel da sevel, ha kouezhañ a ra en ur glaviad tefraoù war al leur e stumm ur [froud piroklastek]][13]. Tarzhadennoù a-seurt-se a c'hall kas ludu war dachennoù bras, e doare ma n'eus nemet an tufoù a sav diwar al ludu dislonket e-pad tarzhadennoù kaldeiraoù a seurt-se o deus kementadoù hag a gevez ouzh ar bazalt dislonket gant ar menezioù-tan[10]. Da skouer, pa darzhas Kaldeira Yellowstone evit ar wezh diwezhañ, 650 000 vloaz zo, e tislonkas war-dro 1 000 km³ danvez evel ma oa muzuliet e kementadoù roc'h fetis kevatal (DRE), a c'holoas un darn vras eus Norzhamerika gant ouzhpenn daou vetrad atredoù[14].
Anavout a reer tarzhadennoù o deus savet kaldeiraoù brasoc'h c'hoazh, evel kaldeira La Garita e Menezioù San Juan e Colorado, ma oa dislonket tuf Fish Canyon war 5 000 km³ e tarzhadennoù c'hoarvezet war-dro 27,8 milion a vloavezhioù zo[15][16].
Ar c'haldeiraoù produet gant hevelep tarzhadennoù a vez leun a duf, riolit ha mein magmaek[17]. Kelc'hiet e vez ar c'haldeiraoù gant ur gwiskad ludu[18][19].
Pa gendalc'h magma da flistrañ er gambr vagma kouezhet en he foull e c'hall sevel kreiz ar c'haldeira e stumm ur volz adsav evel ma weler er c'haldeira Valles, e Lenn Toba en Indonezia, e tachenn volkanek San Juan[20], Cerro Galán[21], Yellowstone[22], ha kalz kaldeiraoù all[20].
Abalamour ma c'hall ar c'haldeiraoù-se dislonkañ war gantadoù pe zoken miliadoù a gilometradoù karrez danvez da-geñver un darvoudenn hepken, e c'hallont degas heuliadoù drastus evit an endro. Tarzhadennoù bihan zoken o deus savet kaldeiraoù, evel hini ar C'hrakatau e 1883[23], pe hini Menez Pinatubo e 1991[24], a c'hall degas distrujoù bras tro-dro hag ur "goañv volkanek", un digresk ((Gwrezverk|gwrez]], er bed a-bezh. Kaldeiraoù brasoc'h a c'hall degas heuliadoù brasoc'h c'hoazh. Gallout a reer gwelet efed tarzhadenn ur c'haldeira bras pa seller ouzh istor tarzhadenn Lenn Toba.
Da vareoù zo ez eus savet kaldeiraoù riolitek a-strolladoù. Dilerc'hioù an hevelep strolladoù a c'haller kavout e lec'hioù evel Rùm e Bro-Skos[17], Menezioù San Juan e Colorado (stummet e-doug an Oligoken, ar Mioken, hag ar Plioken) pe hini Aridennad menezioù Saint Francois e Missouri (a darzhas e-pad ar Proterozoeg)[25].
Menezioù-tan zo, evel menezioù-tan gweleadek bras Kīlauea ha Mauna Loa en Enez Hawai‘i, a sav kaldeiraoù en un doare disheñvel. Ar magma a voueta ar menezioù-tan-se zo bazalt, dister ar c'hementad dioksidenn silikiom ennañ. Abalamour da se, n'eo ket ken gludek ar magma evit hini ur menez-tan riolitek, ha goullonderet e vez ar gambr vagma gant beradennoù lava kentoc'h evit gant tarzhadennoù. Anavezet e vez ar c'haldeiraoù a-seurt-se evel "kaldeiraoù disac'het" ha tamm-ha-tamm e c'hellont stummañ. Da skouer, ar c'haldeira war-laez Enez Fernandina zo kouezhet en e boull e 1968 pa gouezhas ul lodenn eus leur ar c'haldeira eus 350 m[27].
Abaoe deroù ar bloavezhioù 1960 e ouier ez eus bet volkanegezh war planedennoù ha loaroù all e Koskoriad an Heol. Dizoloet ez eus bet roudoù menezioù-tan e Gwener, Meurzh, al Loar, ha Io, ul loarell eus Yaou. Hini ebet eus ar planedennoù-se n'o deus a dektonik ar plakennoù zo penn-kaoz da 60% eus obererezh ar menezioù-tan war an Douar (dont a ra ar 40% a chom eus volkanegezh ar poentoù tomm)[28]. Heñvel eo framm ar c'haldeiraoù war an holl gorfoù-egor-se, daoust ma cheñch kalz ar vent anezhe. Treuz keitat ar c'haldeiraoù e Gwener zo 68 km. War Io ez eo tost da 40 km. Tvashtar Paterae eo ar brasañ moarvat, dezhi 290 km treuz. War Veurzh, an treuz keitat zo 48 km, bihanoc'h evit war Gwener. Ar c'haldeiraoù war an Douar eo ar re vihanañ ha mont a reont eus 1,6 da 80 km[29].