Kastell Heidelberg zo brudetañ savadur kêr Heidelberg hag unan eus brudetañ rivinoù Alamagn.
Emañ dismantroù ar c'hastell war un dorgenn dreist ar gêr gozh ha dreist ar stêr Neckar. Distrujet e voe e-kerzh Brezel an Nav Bloaz, gant soudarded ar roue gall Loeiz XIV, e 1693. A-raok e oa bet lec'h-annez priñsed Pfalz. Goude an distruj-se e voe adkempennet, met un tammig hepken.
Labourioù kempenn a voe graet dindan ren Leopold Iañ von Baden e deroù an XIXvet kantved. Abaoe e teu kalz touristed da welet an dismantroù-se, dreist-holl abaoe 1840, pa erruas an hent-houarn e Heidelberg. Diwar neuze e oa liammet ouzh kêrioù all Alamagn.
Mark Twain ha Victor Hugo a dremenas eno hag a skrivas diwar-benn ar c'hastell.
Gweladenniñ anezhañ a c'haller bremañ, koulz hag al liorzhoù a zo ouzh tor an dorgenn.