Konomor, Conomor (Cunomorus e latin), Konveur ar stumm a-vremañ, a voe o ren en hanternoz Breizh war-dro ar bloaz 540 : priñs Poc'her ha roue Domnoneae oa. D'ar mare-se e klaske Domnonea astenn hec'hallour war Arvorig a-bezh.
Brudet e oa krizder Konomor, ken e troas da batrom an den fallakr e sevenadur Breizh hag ez eo diaes-bras diforc'hañ an Istor diouzh ar vojenn. Lakaet e vez da unan eus orinoù mojennoù ar roue Marc'h ha Paotr e varv glas. E Kernow e vez hevelebekaet ouzh Cormoran, ar ramz a zo er gontadenn Jack the Giant Killer.
Tost eo an anv Conomor d'an anvioù kembraek Cynmawr, Cynfawr ha Cynfor, "Ki meur", pe "Ki-mor" e predeneg hen.
Meneget eo an anv e lignezoù Kernow, ar pezh a gas da soñjet e vje bet Konomor o vevañ eno kant en em staliañ e Domnonea. Meneget eo e dibenn ar VIvet kantved e Decem libri historiarum Grégoire de Tours evel Chonomor[1].
Kalz anvioù zo m'emañ ar rakger kon-, kun- enno, evel Konan da skouer hag a dalvezfe kement ha "penn" bihan ur vro, un arme. Kon- gant ar ster "ki" zo en anv Kongar (Kon- + kar).
An anv Konveur zo en anv ar barrez Plougonveur, met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, trawalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.
Pezh a ouzomp diwar-benn Konomor — meur a Gonomor a c'hall bezañ bet avat — a zeu eus buhezioù sent a zo bet skrivet tost da 500 vloaz goude mare ar penn meur.
Ur vammenn all eo levr Grégoire de Tours, bet meneget amañ uheloc'h, met dre ma oa an istorour enebet-ruz ouzh ar Vrezhoned en abeg d'o lidoù relijiel keltiek disheñvel diouzh ar re roman e skrivas ditouroù diwir, evel Les Bretons, depuis la mort du roi Clovis, ont toujours été sous la puissance des rois des Francs, et ils avaient des comtes, non des rois[4].
Evit a sell ouzh ar bloaz 555 en e skrid Chronicon, a gont darvoudoù istorel eus ar bloaz 455 betek ar bloaz 581, e ra Marius Avenches meneg eus ar priñs frank Chram ; en un notenn e resia an treuzyezher Marc Szwajcer penaos Chram, a oa harellet gant e vreudeur, a glaskas repu er Poc'her e ti ar c'hont Conomor, a voe faezhet gant lu Hlotar Iañ e Brelevenez (Mor-Bihan), pe er Releg e Plouneour-Menez[5].
Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kerkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn ez eus bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab, ha strivañ a ra d'en em zizober diouzh kement mab a zo ganet dezhañ. Ar bugel diwezhañ eo Trifina, ur santez a orin eus Sikilia, merc'h da [[Gwereg Iañ|Wwereg Iañ], c'hoar da Ganao Iañ ha da Vakliaw. Pa c'han Trifina ur mab, sant Treveur, e c'hourc'hemenn Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet pemp kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien a zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar Gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.