| |||
---|---|---|---|
![]() Androctonus crassicauda
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Isskourad : | Chelicerata | ||
Kevrennad : | Arachnida | ||
Urzhad : | Scorpiones | ||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hruged eo al loened divellkeinek a ya d'ober an urzhiad Scorpiones (C. L. Koch, 1837). Eizh pav o deus. Aes int da anout gant o rumm pav pafalañ hag o lost gwaret, binimus o flemm, e tougenont e penn o c'hof. Tro-dro 1750 spesad a zo.
Loened noz pe beuznoz int, ha turierien.
Preizhañ a reont arthropoded vihan, hag ivez glazarded ha naered vihan.
13 kerentiad ha tro-dro 1750 spesad hag isspesad a zo, ha 111 takson zo steuziet.
Bep bloaz e vez flemmet miliadoù a dud gant ar c'hruged, er broioù trovanel. Implijet eo o binim gant an enklask mezegiezh.
Fritet e vezont e bro Shandong, e Sina.