Ul ledenez (liester ledenezi pe ledinizi) a dalvez daou dra e brezhoneg.
Ul ledeneziad (liester ledeneziz) a vez graet eus un annezad anezhi.
Ul ledenez a zo un dachennad strizh eus an aod a sank er mor hag a chom stag ouzh an douar-bras gant ur strizh-douar hag a vez goloet gant ar mor pa vez uhel (lanv)[1]. Da skouer: Ledenez Molenez.
Graet e vez ivez ledenez eus ur c'hourenez ec'hon, un tiriad bras gant mor war dri zu[2]. Da skouer: ledenez Iberia, ledenez Arabia, Peloponnesos e Gres, ledenez Baja California e Bro-Vec'hiko, Florida, ledenez Kamtchatka e reter pellañ Rusia, ledenez Yucatán e Mec'hiko, Anatolia...
Broioù zo ledenez : Breizh, Italia, Danmark (Jutland), Katar, Korea...