Theseüs ha tarv Marathon, lekitos gwenn, 500 kent J.K., Mirdi broadel henoniezh Aten.

Ul lekitos zo ur seurt lestr gresian a veze implijet en henamzer evit mirout eoul, eoul olivez peurgetket. Ur c'horf moan o deus al lekitosoù hag ur skouarn stag ouzh gouzoug al lestr. Al lekitosoù a veze implijet evit oleviñ kelan ar wazed dizimez ha kavet e vez kalz anezhe er bezioù. Ar skeudennoù livet war al listri-se a ziskouez alies ar vuhez pemdeziek pe lidoù. Abalamour ma vezont implijet ken alies e degouezhioù liammet ouzh ar marv hag ar c'hañvoù e c'hallont ivez bezañ kinklet gant skeudennoù eus al lidoù kañv, pe skeudennoù a ziskouez un diouer pe un disparti.

Implijet stank e veze al listri-se war-dro ar Vvet kantved kent J.K., daoust ma'z eus bet kavet kalzik fardet a-raok, lod anezhe adalek 700 kent J.K.


Seurtoù lekitosoù

Al lekitosoù a c'hall bezañ rannet e pemp seurt disheñvel :