Louis Bonaparte, ganet Luigi Buonaparte, deuet da vout Lodewijk Napoleon.


Louis Bonaparte (pe Luigi Buonaparte hervez e anv orin, pe Lodewijk Napoleon en nederlandeg), ganet d'an 2 a viz Gwengolo 1779, en Aiacciu, e Korsika, ha marvet d'ar 25 a viz Gouhere 1846, a voe roue Holland gant harp e vreur Napoleone Buonaparte, impalaer Bro-C'hall.

Bez e oa unan eus tri breur an impalaer. Servij a reas en arme c'hall, ha gant e vreur Napoleon edo en Egipt. Anvet e voe da jeneral da 25 bloaz, en desped dezhañ un tamm war a seblant, en abeg d'e vreur en un doare splann.

Roue Holland

En 1806 e c'hoantaas Napoleon lakaat fin d'ar Republik batav ha lakaat Louis da roue en Izelvroioù.

E vreur en devoa c'hoant da gaout ur gouarnour ha netra ken, nemet ne fellas ket da Luigi bezañ ur roue didalvoud. Kemer a reas an anv Lodewijk I, klask a reas deskiñ nederlandeg ha bezañ ur roue sirius ha dizalc'h. Kement-se ne blijas ket d'e vreur a redias anezhañ da zilezel e garg en 1810 a-raok aloubadeg an arme c'hall.

Bec'h gant Napoleon

Ne gare ket Napoleon gwelout e vreur o lakaat interestoù e rouantelezh nevez da dremen dirak re Bro-C'hall. Koulskoude en doa pleget betek serriñ porzhioù-mor Holland ouzh listri Breizh-Veur, goude ma oa noazus ouzh ekonomiezh an Izelvroioù.

Kentañ abeg imor an impalaer e oa e nac'hidigezh da sevel soudarded da vagañ armeoù Napoleon, a c'houlenne 40 000 soudard diwar 2 vilion a dud. Eil abeg an dizemglev e oa e nac'hidigezh da zigreskiñ dle ar stad, rak rivinet e vije bet e-leizh a dud.

Fall e troas an traoù e 1809 pa zilestras ar Saozon en enez Walcheren ha pa voe kemeret gante kreñvlec'h Bath, ha digor an hent dirake trema porzh bras Antwerpen. Dont a reas Luigi a-benn da herzel an armeoù saoz, a eas da fall gant an derzhienn, hag adkemer a reas ar c'hreñvlec'h zoken. Met lavarout a reas Napoleon e oa un den divarrek, dre m'en doa nac'het outañ aozañ ar servij soudard dre ret war zigarez ne oa pezh a felle d'ar bobl, hag abalamour da se emezañ, e oa bet aloubet an Izelvroioù gant ar Saozon.

Klask a reas Napoleon lubaniñ e vreur o kinnig dezhañ bezañ roue e Spagn, met nac'h a reas Luigi. Neuze e tivizas an impalaer kemer ar galloud e-unan. En hañvezh 1809 e c'hourc'hemennas da Luigi dont da Bariz. Eno, goude mizvrezhioù o tabutal, e rankas sinañ un emglev a roe da Vro-C'hall kreisteiz e rouantelezh. En 1810 e tistroas Luigi da Holland. Nebeudik goude e krogas an armeoù gall da laoubiñ kêrioù kornok ar vro. Neuze e komprenas e oa kollet an abadenn. Hep goulenn aotre e vreur bras e tilezas ar gurunenn, a roas d'e vab yaouank, Napoléon-Louis Bonaparte, a voe roue un nebeud deizioù, hag e tec'has da Vienna. Neuze e voe staget Holland ouzh an Impalaeriezh c'hall.

Gwreg ha bugale

Lodewijk Napoleon, livet gant Charles Howard Hodges.

En 1802 e timezas gant Hortense de Beauharnais (1783-1837), a oa merc'h da Alexandre de Beauharnais ha da Joséphine Tascher de la Pagerie, a oa bet gwreg kentañ Napoleon da c'houde.

Karantez etrezo ne oa ket, met plegañ da youl an impalaer a rankjont ober.

Dizemglev a voe buan etrezo, hi ne blije ket an Izelvroioù dezhi. Distreiñ a reas da Bariz. Tri bugel o devoe koulskoude, goude ma lavare e-unan ne oa ket sur da vezañ tad dezho:

Tad e oa ivez d'ur bugel all, François de Castelvecchio ( 26 a viz Ebrel 1826 - 29 a viz Mae 1869), ganet e Roma ha marvet e Roazhon.

Skrivañ

Kemer a reas an anv Kont Saint-Leu, ha ne reas van ouzh distro e vreur Napoleone e 1815.

Embannet en deus

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Louis Bonaparte

a vo kavet e Wikimedia Commons.