Eva o plegañ he fenn gant ar vezh. Delwenn gant Auguste Rodin.
Emlazh Lucretia, hervez Marcantonio Raimondi, ~1511

Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:

En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez.

Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.

Mezhekadenn

Pa c'hoarvez ur vezhekadenn dirak ar re all e teu ruz an den mezhekaet.

Pa vez re ziaes an den, pa vez re a vec'h warnañ, e c'hall koll e skiant, betek mont d' en em lazhañ. Kemer a c'haller div skouer:

Mezh ha reizh

Stag eo ar vezh ouzh ar reizh ivez. E sevenadurioù zo eo arabat diskouez an organoù reizhel, pe komz eus oberoù reizhel, abalamour d'ar relijion, da gredennoù zo pe d'ar gizioù kozh hepken. Kuzhat e organoù reizhel, en em wiskañ eta a ranker, abalamour d'ar vezh-natur ( a dlefe bout naturel d'an holl), pe d'ar vezh-fur, pe d'ar vezh-dleet, pe d'an elevez.

Un dizenor spontus eo, e meur a sevenadur, bezañ gwallet, ha mezh an dud gwallet a c'hall ober dezho en em lazhañ, gwelout mojenn C'hrisippos .

Divezh

Divezh eo an dud

Liv

Ruz e vez liv ar vezh a-wechoù, pa vez re anezhi: Ur vezh ruz eo gwelout ar vamm-gozh-se o paotreta evel ar c'hrennardezed.


Gerioù kar dre o ster


Levrioù

-E saozneg:

-E poloneg:

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Mezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.