Mombasa eo an eil kêr vrasañ e Kenya. War aod Meurvor Indez emañ, e Su ar vro, hag ur greizenn douristel a-bouez eo. Porzh pennañ Kenya eo ivez. War un enezenn (enez Mombasa) emañ ar gêr gozh, hag en em astenn a ra ar gêr nevez war an douar-bras.
Gant kenwerzhourien arab e vije bet savet kêr en VIIIvet kantved ha dont a ra hec’h anv eus an arabeg Manbasa. E swahileg eo anvet Kisiwa Cha Mvita (pe, berroc’h, Mvita, a zo anv ar gêr gozh c'hoazh), a dalvez "enez ar brezel", abalamour m’eo bet preizhet alies gant alouberien estren e-hed an istor.
War-dro 900 000 annezad a vije o chom enni e 2006, 939 370 e 2009, ha kresket eo da 1 208 333 a annezidi hervez niveradeg diwezhañ 2019. 3 528 940 a dud zo o chom e rannvro ar veurgêr.
Mombasa zo gevellet gant :
E-pad he istor eo bet gweladennet Mombasa gant ergerzherien war vor niverus evel an Arabed Al-Idrisi (1151) hag Ibn Battuta (1330) pe ar Bortugaliz Vasco da Gama (1498), Pedro Álvares Cabral (1500) João da Nova (1505) hag Afonso de Albuquerque (1507)[6].
Tud all zo bet e Mombasa, mennegomp :