Ar morlaer (pe laer-mor) pe morbreizher a zo un den hag a red ar morioù gant e genseurted evit tagañ listri-kenwerzh pe preizhañ an aodoù. Morbreizherezh a vez graet eus ar forbannerezh war vor.
Arabat droukveskañ ar vorlaeron hag ar gourserion a oa-i un doare gopridi hag a laboure evit Stadoù zo, hervez lezennoù ar brezel ha gant aotre o gouarnamant.
Un danvez a awen eo chomet ar vorlaeron e-barzh ar romantoù troioù-kaer.
E-pad prantadoù zo e oa bet ar morbreizherezh, graet anezhañ morlaerezh ivez, en e barr. E dibenn ar Iañ kantved kent JK, er mor Kreizdouar, hag en XVIIIvet kantved, er mor Karib hag er meurvor Indez. Tamm-ha-tamm ez eas ar vorlaeron diwar-wel er c'hornadoù-se a-drugarez da efedusted ar morluioù Stad o kreñvaat.
Bez' e oa eus ar morbreizherezh en Henamzer endeo. An holl sevenadurezhioù o doa ur morlu o doa anavezet anezhañ, ar Fenikianed kenkoulz hag ar Vikeneaned.
Talet en deus Julius Kezar e-unan ouzh ar vorlaeron. E-kerzh ur veaj trema ar Reter er bloavezhioù 75 ha 74 kent JK, e oa bet paket ganto e-tal enez Farmakuza, nepell eus keoded Miletos en Azia Vihanañ. War-lerc'h bout bet dieubet, en eskemm ouzh un dasprenadenn, e fellas dezhañ en em veñjiñ. Goude bout strollet ur bageier mil bres warnañ e tapas ar vorlaeron a voe bet lakaet d'ar marv.
Brudet e oa deuet da vout Pompeius o tistrobañ ar Mor Kreizdouar eus morlaeron Kilikia.
Er Mor Karib e-pad an oadvezh arnevez e veze diforc'het ar voukanerion diouzh ar flibisterion.
Kontrol d'ar pezh a vez deskrivet er filmoù ne oa ket kalz a vorlaeron o tebriñ o gwalc'h pe o tont da vout pinvidik. Dre berzh o doare bevañ e varve lod vrasañ anezho e kerz an emgannoù pe ar c'hannoù diabarzh. Lod all a veze krouget.
Dilennet e veze o renerion gant kalz a glanoù morlaeron. Ne oa ket a reizhveli er c'hevredigezhioù-se. A-drugarez d'e ampartiz, e skiant-prenet, e herder hag e aotrouniezh naturel e c'hoarie ar pennvorlaer e vestr. Dilennet e oa ar c'habiten hag ar c'harter-mestr. Hennezh en doa un enepgalloud hag a eile ar penn-bras war-dro ar bourzhiad, evit ober trouz dezhañ. Ne oa den ebet estregetañ a c'helle gervel ar vodadeg.
Enni en doa pep den ar gwir da doullañ ar gaoz ha pep ezel eus ar bourzhiad, nemet ar voused har ar vartoloded nevez, a dalveze kement hag ur vouez er vouezhiadeg e-par d'ar c'habiten.
Ur c'huzul-meur a oa e skipailhoù zo : ur vodadeg e-lec'h ma ne c'helle sezañ nemet an ofiserion hag an artizaned, a-gevret gant un toullad merdeidi a skiant-prenet.
Tu a oa d'ar c'harter-mestr boulc'hañ da broseziñ ar c'habiten. Ma nac'he hennezh ar prosez e oa disklêriet kablus ha dilaosket war un enezenn peurliesañ.
Rannet e veze ar preizhadur gant meur a strollad morlaeron en un doare rakdiazezet. Ar vorlaeron bet gloazet e-kerz un emgann a reseve ur wellentez ispisial a-wechoù. Gallout a rae ar preizh bout rannet evit ma vefe roet d'ar c'habiten ur wech hanter pe div wech muioc'h eget ar re arall, morse ouzhpenn avat.
Neoazh ne selle ar gizioù a gevatalder-se nemet ouzh un nebeud rannoù buhez ar vorlaeron ha ne skañvaent ket rustoni o stuzioù da vat.
Dre ar bed e oa bet renablet, e 2009, gant ar BEM (Burev Etrebroadel ar Mor), 406 darvoud, 153 lestr arsailhet, 49 distroet ha 120 dindan tennoù morlaeron. Kemeret e voe 1052 ezel bourzhiad da c'houestlidi ha niverennet e voe 68 den gloazet hag 8 lazhet. Biz Afrika a hollad e-unan-penn 217 darvoud. An tagadennoù a c'hoarveze e pleg-mor Aden betek-henn a zegouezh bremañ er meurvor Indez ha betek 1000 milmor diouzh aodoù Somalia.
Niver a dagadennoù bep bloaz :
Pa oa bet taget gant morlaeron somalian d'ar 15 a viz Du 2008 eo deuet ar Sirius Star da vout lestr brasañ an istor a-vremañ bet tapet gant morlaeron.
War dachenn ar gwir foran etrebroadel e tremen ar vorbreizherezh da skouer koshañ implij ar varnerezh hollvedel. Preizhañ al listri e keinvor, stoc'hañ an hentoù kenwerzh pe lakaat an eskemmoù morel en arvar a dremene da hosti humanis generis (torfedoù a-enep d'an denelezh) evit ar Stadoù emveliek. Dre ma oa ar vorbreizherezh, dre dermenadur, graet diouzh ar barnerezhioù broadel, e rae ur saviad lezennel dibaot ar fed e veze loc'het an obererezhioù barnerezhel a-enep d'ar vorlaeron gant ar Stadoù emveliek.
En e bleustrad De officiis e tisplege Cicero endeo ne zlee ket ar morlaer, evel « enebour an holl » (communis hostis omnium), bout gwelet evel un enebour reizh a vezer ret kaout doujañs dezhañ. E-giz-se, hervez ar prederour roman, ne oa ket ret bout den d'e c'her ha tu a oa terriñ e le ganto.
Er melladoù 100 ha 101 e vez kaoz eus ar vorbreizherezh. Setu bommoù anezho :