Zirkoniom – Niobiom – Molibden | ||||
| ||||
Niver atomek | 41 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 5 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d4 5s1 | |||
Niver oksidadur | +3, +5 | |||
Tredanleiegezh | 1,60 | |||
Skin atomek | 142,9 | |||
Tolz atomek | 92,90638 | |||
![]() | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo an niobiom, a zo bet anvet kolombiom ivez ; Nb eo e arouez kimiek, 41 e niver atomek ha 92,906 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an niobiom.
Ur metal blot arwenn eo an niobiom, a gaver e kailhoù evel ar piroklor (Na,Ca)2Nb2O6(OH,F) pe ar ferrokolombit (Fe,Mn)(Nb,Ta)2O6. Da arc'hlas e tro pa vez lakaet en aer.
Brazil a voe ar c'henderc'her pennañ e 2011, gant 58 000 tonennad. Kanada a roas 4 400 t, ha 600 t a zeuas eus broioù all. Tri milion a donennadoù niobiom a chom da dennañ eus kailh piroklor, ar pezh a zo trawalc'h da vastañ da ezhommoù ar bed. Daoust d'ar 150 000 tonennad a niobium a zo e douaroù Stadoù-Unanet Amerika ne voe ket kenderc'het eno e 2011 abalamour ma oa re ger en ober.[1]
E 1801, ar c'himiour saoz Charles Hatchett a zizoloas un elfenn nevez en un tamm kailh a zeue eus ar Stadoù-Unanet ; kolombiom e voe an anv a roas dezhi, hervez anv barzhel Amerika. Ne ouie ket avat e oa an elfenn nevez mesket gant tantalom (mesket eo Nb ha Ta er ferrokolombit, evel meneget amañ a-uc'h), ar pezh a lakaas reuz e bed ar gimiezh. Droukvesket e voe niobiom ha tantalom ; neuze e voe kredet e oa pemp elfenn disheñvel, a voe anvet niobiom (< Niobe), tantalom (< Tantalos), dianiom (< Diana), pelopiom (< Pelops) hag ilmeniom (< Menez Ilmen en Oural), pa ne oa eus an teir elfenn diwezhañ nemet niobiom pe ur meskaj niobiom-tantalom[2].
Etre 1864 ha 1866 e voe diskouezet splann ne oa nemet div elfenn aze, an niobiom hag an tantalom. Adalek 1866 e teuas ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac a-benn da genderc'hañ niobiom didantaliom, na voe ket arveret kent 1920 (da fardañ lampoù dre gannder)[3]. Buan e voe an niobiom erlerc'hiet gant ar wolfram evit an arver-se.
Ur metal orjalennus eo an niobiom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe — kaletoc'h e teu pa vez dambur avat.
Kewarellek eo, da lavaret eo e vez desachet hepken gant ur gwarellvaez hep bezañ argaset gantañ.
Dreistreüs e teu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -150 ° C.
E 2 468 °C e teuz an niobiom. Diaes-tre eo e oksidañ, ha pa zeuer a-benn e c'han gwiskadoù kaeelloù.
Peuzheñvel ouzh re an tantalom eo perzhioù kimikel an niobiom, ha dre m'eo marc'hadmatoc'h ha paotoc'h e vez alies arveret Nb e-lec'h Ta.
93Nb eo an izotop stabil nemetañ a zo en natur. Tremen 32 izotop all zo bet kevanaozet, eus 81Nb betek 113Nb, 92Nb o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 34,7 milion a vloavezhioù).
Molibden ha vanadiom a c'hall erlec'hiañ an niobiom en dir, evel tantalom ha titaniom ; prierezhioù, wolfram, tantalom ha molibden a vez lakaet e-lec'h niobiom en ardivinkoù a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
Alies avat ne vez ket an erlec'hiadoù par d'an niobiom er greantelezh, evit abegoù efedusted pe goust.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |