Nono eo anv-pluenn an tresour breizhat Joël Auvin, bet ganet e 1949 e Zinzag-Lokrist (Mor-Bihan).

E vuhez

Goude e studioù el lise Dupuy-de-Lôme en Oriant, ez eas d'ar Skol-veur da Roazhon. E 1970 e reas kalz tresadennoù war mogerioù Skol-veur Roazhon 2 war danvezioù liesseurt : CRSed, harzoù labour ar studierien, TDB/FLB, manifestadegoù... Heuliañ a reas kentelioù er gevrenn geltiek renet gant Per Denez a ginnigas dezhañ skeudennaouiñ e hentenn deskiñ brezhoneg, Brezhoneg buan hag aes. Treset en deus evit Oxygène, Le Peuple breton, Le Canard de Nantes à Brest, Frilouz, Ouest-France, etc. Embannet en deus tresadennoù diwar-benn darvoudoù ar mare e Le Télégramme, Le Mensuel de Rennes, Le Mensuel du Morbihan hag er gelaouenn Le Peuple breton, kelaouenn viziek an UDB.

Anvet e voe da gelenner prederouriezh e lise Karaez e 1973 ha goude el lise Charles-de-Gaulle e Gwened. War e leve emañ bremañ.

E 2015 e voe e-touez an dreserien a enoras ar re vuntret gant ar gwalldaol a-enep Charlie Hebdo.

E 2017 e resevas Kolier an Erminig e Sant-Ke-Porzh-Olued.

Oberennoù