Ogmios (henc'hresianeg Ὄγμιος ) a oa unan eus doueed ar Gelted kozh. Ar stumm galianek eo Ogmios. Hervez Kaezar e tenne d'an doue roman Meurzh. Hervez Lukian a Samozat da Herakles.

Mojenn Iwerzhon

Ogma eo e anv en iwerzhoneg. Ne denn ket tamm d'an Ogmios galian avat. E anv a gaver er skritur ogamek a vije bet ijinet gantañ. Doue an dud desket eo, hini ar skrivañ hag ar c'homz kaer. Kampion an Tuatha Dé Danann eo. Anavezet eo evel Grianainech ("dremm heol") ha Milbél ("genoù-mel"). Lazhet e voe e-kerzh eil emgann Magh Tuiredh goude kemer kleze Balor.

Daveoù