Stad kozh en Olimpia

Un Olimpiadenn zo ur prantad pevar bloavezh, liammet d'ar C'hoarioù Olimpek en Henc'hres. E-doug ar Marevezh hellenadek e voe implijet an olimpiadennoù, adalek Eforos, evel prantad dave da jediñ ar bloavezhioù. Ar c'hentañ Olimpiadenn a badas eus an hañv 776 kent J-K. betek hini 772 kent J-K.. Abalamour da se e krog ar 4 bloaz eus ar 700vet Olimpiadenn en hañv 2024.

Hiziv e tave ar ger olimpiadenn d'ur prantad a grog d'ar c'hentañ a viz Genver eus ur bloavezh m'emañ dalc'het ar C'hoarioù Olimpek hañv, hag a bad pevar bloavezh. Ar c'hentañ olimpiadenn a-vremañ a grogas e 1896, an eil e 1900, ha kement zo. Komañs a reas an 29vet e 2008[1].

Ar C'hoarioù olimpek kozh

Un olimpiadenn, dreist-holl e lennegezh an Henamzer, a oa ur prantad pevar bloaz. Da skouer : ar 140vet olimpiadenn - bloavezh 1 - 220/219 kent J-K., bloavezh 2 - 219/218 kent J-K., bloavezh 3 - 218/217 kent J-K., bloavezh 4 - 217/216 kent J-K.

Istor

Ar sofist Hippias a oa ar c'hentañ skrivagner a embannas ur roll trec'hoù er C'hoarioù olimpek, hag erru da vare Eratosthenes en em glevet araed da lâret e oa c'hoarvezet ar c'hentañ C'hoarioù olimpek an hañv ar bloaz 776 kent J.-K[2]. A-drugarez da rolloù an drec'herien ha da jedadennoù graet adalek 776 kent J.-K. e roe o zu da istorourien Henc'hres da ober gant an olimpiadennoù evel un doare da jediñ an amzer na zepante ket diouzh an doareoù da jediñ ar bloavezhioù implijet er c'heodedoù, disheñvel an eil re diouzh ar re all[3]. Ar c'hentañ da vloaziañ an darvoudoù evel-se en un doare reizhiadek eo Timaios Taoromenion en III kantved kent J.-K. Koulskoude n'haller ket fiziañ e lod eus an deiziadoù roet gant istorourien zo, diwezhatoc'h, evit darvoudoù c'hoarvezet a-raok ar Vvet kantved kent J.-K. peogwir e veze jedet deiziadoù an darvoudoù en amzerioù kentañ ar C'hoarioù olimpek en un doare kildremmus gante[4].

Skouerioù deiziadoù jedet gant an olimpiadennoù kozh

C'hoarioù olimpek a-vremañ

Evit a sell ar C'hoarioù olimpek a-vremañ e voe implijet ar ger olimpiadenn e-pad pell da gomz eus ar c'hoarioù o-unan, met ar c'hKEO a implij anezhañ bremañ da gomz eus ur prantad pevar bloavezh.

Deroù ha diwezh

An olimpiadenn a-vemañ zo ur prantad pevar bloavezh lerc'h-ouzh-lerc'h a grog d'ar c'hentañ a viz Genver eus ar bloavezh kentañ hag a echu d'an 31 a viz Kerzu eus ar pevare bloavezh. Niverennet eo an olimpiadennoù adalek ar c'hentañ c'hoarioù olimpek lidet en Aten e 1896. An XXIXvet olimpiadenn zo kroget d'ar 1 a viz Genver 2008[7].

Ar c'hentañ skritell a embanne ar c'hoarioù oc'h ober gant ar ger-se a oa hini C'hoarioù olimpek hañv 1932, e Los Angeles, er frazenn : Galv evit c'hoarioù an Xvet olimpiadenn.

Notennoù

  1. Sellet ouzh Olympic Charter
  2. Bickerman (1980), p.75.
  3. Sellet ouzh Deiziadur atikat.
  4. Bickerman (1980), p.88.
  5. Thoukydides, Istor brezel ar Peloponnesos, 3.8.1.
  6. Dionysius, Roman Antiquities, I, 75
  7. Olympic Charter - Bye-law to Rule 6


Daveoù

Liammoù diavaez