Orangoutan

Pongo pygmaeus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Pongo
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An orangoutan (pe orang-outan) (diwar ar malayeg den ar c'hoadeier) zo ur marmouz ruz e vlevenn, rummataet e-touez ar marmouzien meur.

Rummatadur

E kerentiad an hominideed emañ an orangoutaned, da lavaret eo asambles gant ar marmouzien-meur all (chimpanzeed ha gorilhed) ha gant an den.

Tro 15 milion a vloavezhioù zo e tispartias hendadoù an orangoutaned diouzh re an hominideed all.

Spesadoù hag ispesadoù

Pongo pygmaeus pygmaeus er gwalarn
Pongo pygmaeus morio er reter
Pongo pygmaeus wurmbii er mervent

Kariotip

Evel ar chimpanzeed hag ar gorilhed o deus an orangoutaned 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).

Neuz

Disheñvel eo an orangoutaned diouzh o reizh.

Dibar eo an orangoutaned diouzh ar marmouzien meur all dre liv ruz o blevenn ha dre ment o divrec'h hag a zo hir-mat (betek 2.50 m eus un dorn d'egile).

Annez

  • ██ Tiriad an orangoutaned
  • Gwechall e veze orangoutaned e takadoù bras en Azia. Karrekaennoù anezho zo bet kavet e Sina hag e Thailand.

    Bremañ emaint o vevañ e koadegoù Borneo (isspesad Pongo pygmaeus abelii) ha Sumatra (isspesad Pongo pygmaeus pygmaeus).

    Er gwez emañ an orangoutaned o chom ha ral eo dezho kerzhet war an douar. Barrek-kenañ int da vont a vrank da vrank.


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn
    Orangoutan

    a vo kavet e Wikimedia Commons.