Ganet eo bet ar sonaozour breton Paol ar Flemm[1] (Paul Le Flem hervez ar skrivadur ofisiel) e Radon (Orne) d’an 18 a viz Meurzh 1881, met lavarout a rae e oa genidik eus Lezardrev (Treger). Marvet eo e Landreger d’an 31 a viz Gouere 1984.

Buhezskrid

Hag eñ emzivad d’an oad a zaouzek vloaz e voe koulskoude Paol ar Flemm ur skoliad eus ar re wellañ e lise Brest hag e teskas e-unan pennoù kentañ ar sonerezh. A-drugarez da Joseph Farigoul, rener Musique des Équipages de la Flotte, a oa bet o selaou e oberennoù bihan kentañ (danvez enno e oa bet kavet gantañ), en em enskrivas e Skol sonerezh e Pariz adal 1899.

Tapout a reas ivez un aotreegezh war ar brederouriezh (filosofiezh) er Sorbonne ma heulias kentelioù Henri Bergson. E 1902 ez eas da Moskov evel tigelenner hag e teskas rusianeg du-hont. Triwec’h miz diwezhatoc’h, en em enskrivañ a reas d’ar Schola Cantorum ma studias dindan renerezh d’Indy ha Roussel. E 1923, o tont war-lerc’h Roussel, e teuas da vezañ kelenner a gendonouriezh betek 1939. Erik Satie hag André Jolivet a voe e skolidi.

Adalek 1905 betek 1913 e vo savet gantañ e oberennoù pennañ hag e krogas evitañ ur maread krouiñ eus ar fonnusañ a voe torret a-daol-trumm abalamour d’an engalvadeg d’ar Brezel meur.

Adalek 1921 betek 1937 e teuas da vezañ sonerezhvarnour er gelaouenn bemdeziek Comoedia. Gantañ eo e voe anavezet donezonoù Igor Stravinsky ha Darius Milhaud.

Dre ma oa speredek-kenañ hag a spered digor e oa prest da zifenn an holl oberennoù a dalvoudegezh d’e veno, daoust ma oant pell diouzh e zoare. Bepred e toujas d’e wirizennoù breizhat dre gemer perzh, da skouer, en emsav arzel breizhat er bloavezhioù tregont, Strollad ar Seiz Breur.

Hep termal, ha daoust d’an tabutoù a veze etre ar skolioù, ar broioù hag ar rummadoù, e alias d’e skoliad André Jolivet mont da labourat gant Edgard Varèse, disprizet penn-da-benn d’ar mare-se. E-keit-se e voe kelenner war ar sonerezh ha penn-kor. Adkregiñ a reas da sonaozañ e 1936 hag e paouezas gant ar vicher-mañ pa teuas da vezañ dal e 1975.

Oberenn

Levezon sonerezh ar XVIvet kantved, ar sonerezh hengounel breizhat ha dreist-holl hini Debussy a vez klevet e oberennoù ar Flemm.

En e oberennoù yaouankiz e sonaozas evit ar benvegoù dreist-holl, ur "Sonadenn evit ar violin hag ar piano" peurgetket, ur "Pempad-kerdin" ha pevar fezh bras evit ar piano : "Dre al lanneier", "Dre an aodoù", "Kalvarioù kozh" hag "Ebrel".

Evit ar c’hlaviaz e sonaozas ur "Sinfonienn", ur "Faltazienn gant piano solo", "Mouezhioù an donvor", hag, awenet gant ur c’hantik breizhek, "Evit ar re varv"(1913). Ouzhpenn un nebeud kerzennoù ha koroù e skrivas "Aucassin ha Nicolette" (1909), eiladur savet evit un abadenn skeudoù sinaat da vezañ leurennet. (1924).

Gant oberennoù an oad gour e voe echu gant ur maread difrouezh a badas un ugent vloaz bennak. Arz lourennek a voe dreist-holl. E c’hoarigan kentañ, "Eostig Sant-Maloù", a sonaozas e 1938, hag e voe krouet e 1942 en Opéra-comique.

Morse ne voe sonet "Frankizenn ar voudig" e eil c’hoarigan skrivet e 1944. Diwar "Strobinellerezh ar mor" (1954), a voe ur c’hwitadenn, e tennas daou "Etrec’hoarioù", ar pajennoù nemeto krouet d’ar c’houlz-se, gant an "Eil sinfonienn" (1956).

E-pad e gozhni e sonaozas Paol ar Flemm, sonerezh-mouezh ("Morvenn ar Gouezelad" hag "Enor da Rameau"), un oberenn andonek, ar "Concerstück evit violon ha laz-seniñ" (1964), un "Trede Sinfonienn" (1971), ur "Pevare Sinfonienn" (1975), "An hini Miliget", ur c’hoarigan ha ne voe morse sonet hag e "Rakkerzoù evit laz-seniñ" (diechu, 1976).

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

Oberoù sonerezh kambr

Oberoù piano ha kanaouennoù

Oberoù mouezh ha relejiel

Liammoù

Notennoù ha daveoù

  1. Vefa de Bellaing, "Paol ar Flemm", pennad studi e-barzh Al Liamm, niv. 205, 1981, p.95-102.