Emboltred National Gallery of Canada
Ar vêsaerez yaouank, Art Gallery of Ontario

Paul Peel (7 a viz Du 1860 e London (Ontario) - 3 a viz Here 1892 e Pariz) a oa ul livour kanadian.

E vuhez

Peel a voe ganet e London, en Ontario, hag e teskas livañ gant e dad. Goude-se e teskas gant William Lees Judson ha gant Thomas Eakins en Akademiezh arzoù-kaer Philadelphia. Goude-se ez eas da Bariz, hag eno ez eas da skol an arzoù-kaer, ma teskas gant Jean-Léon Gérôme, ha gant Benjamin Constant, Henri Doucet and Jules Lefebvre en Akademiezh Julian.

E 1882 e timezas gant Isaure Verdier ha daou vugel a voe ganet : Robert André e 1886 hag Émilie Margueritte e 1888.

Peel a veajas kalz dre Europa ha dre Ganada, hag e daolennoù a ziskouezas dre ma oa ezel eus Kevredigezh arzourien Ontario ha Royal Canadian Academy. E oberennoù a ziskouezas ivez da-geñver diskouezadegoù etrevroadel evel Saloñs Pariz. Brudet eo evit bezañ taolennet tud en o noazh ha bugale, hag e voe e-touez al livourien ganadian kentañ a lakaas al livañ tud en o noazh da zodenn bennañ o oberennoù[1].


Oberennoù pennañ

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. [1]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Paul Peel

a vo kavet e Wikimedia Commons.