Iskevrennad eus | Geisteswissenschaften, desaverezh |
---|---|
Is the study of | desaverezh |
Studiet gant | educommunication |
Pleustret gant | pedagogue |
Ar bedagogiezh a zo ur ger dezhañ meur a ster, a zo ret spisaat kent mont pelloc'h, dre ma teu eus ar ger gallek "pédagogie" (diwar an henc'hresianeg: παιδαγωγέω paidagōgeō), hag a dalv ivez meur a dra. Gant ar gelennerien avat e vez kavet aes.
N'eo ket e-barzh gweadur ar ster, un dra ordinal en istor ar gerioù, emañ an dalc'h, met e sterva ar ger: traoù disheñvel, ha re zisheñvel, a vije dindan ar memes ger: ar sevel-bugale, ar c'helenn-bugale, ar c'helenn-tud (bras ha bihan).
Ar ger nevez "sciences de l'éducation" zo bet krouet e galleg evit chom hep ober gant ar ger "pedagogiezh". Ober a raio e hent marteze e brezhoneg diwar zreveziñ. Evit poent n'eo ket asur an droidigezh anezhañ: skiantoù an deskiñ, skiantoù ar c'helenn, daou dra disheñvel a-walc'h.
(da beurgempenn)