Ur billig-krampouezh giz nevez

Ur billig (pillig eo ar ger), pe ur billig-krampouezh, zo ur benveg lakaet war an tan d'ober krampouezh. Ar re vras a vez graet kleurc'h anezho a-wechoù.

Gallout a ra ivez bezañ ur benveg keginañ ma c'haller poazhañ bouedoù a bep seurt (pesked, kig, legumaj...), dreist-holl pa vez ur billig-lostek, a zo anvet ivet paelon pe palarenn.

Pilligoù all

A bep seurt pilligoù all a c'hall bezañ, graet estroc'h eget evit fardañ krampouezh.