Ur bistolenn a zo un arm-tan dorn hiniennel a vez atav linennet e gambr gant e ganol (evit se eo disheñvel diouzh ur revolver). Orinoù ar bistolenn a zo er XVIvet kantved, pa voe produet ar c'hentañ armoù-dorn en Europa. Pistolenn a zo deveret a-ziwar ar ger gallek pistolet (e-tro 1550). Ar pistolennoù impliijetañ a zo reoù ur c'hanol ha dam-emgefreek.
Evit lod geriadurioù pe tud arbennikaet war an armoù e vez savet un diforc'h teknikel war ar pistolennoù gwelet evel ur skourr d'an armoù-dorn; evit darn anezho e vez implijet ar gerioù-se gant ar memes menneg.