Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Podour e Nepal.

Ar poderezh a zo un oberiantiz arzel, a zo diazezet war krouidigezh pezhioù prierezh, savet diwar ur meskaj douaroù. An arzioù-mañ a zo poazhet er forn hag anvet int ivez "poderezh". Bez' e c'hellont bezañ traoù talvoudek evel : pladoù, asiedoù, podoù,..., pe objedoù kinklus. Ar poderezh a zo graet evit an dud vras hag ar vugale, un oberiantiz a zistign eo. Lakaat a ra da vleuviñ an dud dre ma c'hellont dispakañ o barregezhioù, o spered krouiñ hag o emfiziañs.

An danvez

Graet 'vez poderezh gant pri hag a zo a orin ur meskaj etre pri, merl ha danvez-kailhastr. Padal e vez komzet eus "douar" labouret. E ti ar bourvezerien arbennikaet, e vez kavet an aliesañ pri gwenn, ruz ha du. Met gwerzhañ a reont ivez pri gant livioù dreistordinal : roz, gwer, glas,...

An ostilhoù

E gwirionez, an holl ostilhoù boutin a c'hellont bezañ implijet evit reiñ louc'hoù kinklus er pri, da skouer : loaioù, kontilli, fourchetezoù, stouvoù kreion, kregin,... Ur wech poazhet ar pri, ez eus tu livañ ar pezh gant barroù-livañ boutin ha gant oksid evit livañ.

An teknikoù evit ober poderezh

ur pezh graet diwar al labour war an turgn

C'hwec'h doare disheñvel a zo evit stummañ an douar :

ur pezh gant "colombin"

Ar sec'hadur

Ur wech echu ar pezh, ret eo lenkrañ anezhi gant ur spoueen glebiet ha lakaat da sec'hiñ e-pad ur sizhun evit ur sentimetr tevder. Da heul briket e vez anezhi gant paper gwer pe "Scotch Brite". Lenkret e vez anezhi c'hoazh, ar pezh a tenno an direizhderioù.

Poazhañ hag amailhañ ar boderezh

An arzoù poderezh a zo lakaet div wech da poazhañ en ur forn ispisial. Ur wech kentañ a-raok amailhañ hag ur wech all goude.

Tu ‘zo neuze kinklañ ar boderezh gant barroù livañ ha oksid eus livioù disheñvel. Ar wastell, kinklet gant al livioù c’hoantaet, a zo lakaet da soubañ en amailh. An amailh, a c'hell bezañ lakaet ivez war ar pezh gant ur barr-livañ pe ur bistolenn ispisializet. Ur seurt poultr livet eo hag a zo mesket gant dour.

An temperadurioù poazhañ, etre 850 °C ha 1400 °C, a zo dibabet hervez an douaroù implijet. Diforc’hiet 'vez ar feilhañs poazhet gant temperadurioù izel hag ar c'hrag pe ar borselenn poazhet gan temperadurioù uhel (etre 1250 °C ha 1400 °C°).

Ar fornioù

Ar fornioù implijet e poderezh o deus ur meizadenn disheñvel eget ar re all. Bez e c’hellont bezañ :

Podour

Un turgn

Meiziñ ha fardañ objedoù prierezh talvoudek pe kinklus, eo labour ar podour. Gant sikour un turgn pe gant an div dorn nemetken eo savet ar boderezh gantañ. Implijout a ra douaroù gant perzhioù disheñvel ha temperadurioù poazhañ disheñvel. Evit bezañ efedus a-benn gwerzhañ anezho ret eo dezhañ krouiñ pezhioù dreistordinal hag a blijfe d’ar brenerien.

Liammoù diavaez