Afrodite Braschi, e doare Afrodite Knidos — unan eus ar re surañ lakaet war gont Praksiteles, Gliptoteka München (Inv. 258)

Praksiteles (Πραξιτέλης e gregach), a oa ganet war-dro 400 kent JK, marvet a-raok 326 kent JK, a oa brudetañ kizeller Hellaz er IVe kantved kt JK. Mab e oa d'ar c'hizeller Kefisodotos an Henañ. Eñ e voe ar c'hentañ kizeller o skeudenniñ merc'hed noazh e delwennoù bras.

Oberennoù

Penn Aberdeen

Penn Aberdeen, pe e vije hini Hermes pe hini Herakles, a zo er British Museum, a zo stag ouzh Praksiteles, ken heñvel eo ouzh Hermes Olympia.

Afrodite Knidos

Afrodite Knidos eo brudetañ delwenn Praksiteles, kentañ hini eus ur vaouez en he ment hag en he noazh penn-da-benn.


Gwelout ivez

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Praxiteles

a vo kavet e Wikimedia Commons.