Rhys ap Gruffydd, priñs Deheubarth, Priñs ar Gembreiz

Rhys ap Gruffudd (1132 – 28 a viz Ebrel 1197) a oa ur priñs kembreat a renas e Deheubarth adal 1155 betek e varv, hag a stourmas a-enep an Normaned ha Herri II, roue Bro-Saoz.

E vuhez

Mab e oa da Gruffudd ap Rhys, ha mab-bihan da Rhys ap Tewdwr, roue Deheubarth, a oa bet lazhet en Aberhonddu e 1093 gant Bernard de Neufmarche. "Priñs Kembre" ha "Priñs ar Gembreiz" a zo bet graet anezhañ e dihelloù zo[1].

Anavet eo evel Yr Arglwydd Rhys (an aotrou Rhys), met marteze eo un anv a voe roet goude e varv[2], ha breur e oa d'ar briñsez Nest ferch Rhys.

E 1155 eo e teuas da vout mestr Deheubarth. E 1158 e rankas sujañ d'ar roue saoz Herri II (Bro-Saoz) , hag a aloubas Deheubarth e 1163. prizoniet e voe Rhys, ha tennet e zouaroù digantañ. A-benn un toulladf sizhunioù e voe laosket da vont ha daskoret e voe un darnig eus e vadoù dezhañ. Emglev a reas Rhys gant Owain Gwynedd ha pa c'hwitas aloubadeg Kembre gant Herri II adarre e 1165 e c'hallas adkavout e zomani penn-da-benn.

Goude marv Owain Gwynedd, roue Gwynedd e 1170, e oa ar galloudusañ priñs a oa e Kembre.

Goude e varv

Goude e varv e voe aloubet ar pep brasañ eus rouantelezh Deheubarth gant an Normaned. E dad, Gruffydd ap Rhys, a deuas a-benn da chom mestr war un darnig, douaroù all a voe adkemeret gant e vreudeur koshañ goude marv o zad Gruffydd.


Levrlennadur

Dihelloù

Istor

Notennoù ha daveennoù

  1. Princeps Wall[ie] en ur garta da Abati Chertsey ha Walliar[um] princeps e 1184 (Pryce, H., The Acts of Welsh rulers 1120-1283, University of Wales Press, 2005, p.96-97).
  2. Turvey pp. 91–2


Liammoù