Ar Rigveda pe ar Rig Veda (Sañskriteg: ऋग्वेद ṛgveda, eus ṛc "pediñ" ha veda "anaouedegezh") eo dastumad kozh ar meulganoù indian (sūktas). Unan ag ar pevar zestennoù hindou (śruti) anavezet evel ar vedaoù.[1] Nemet unan ag ar Shakha a anaver hizhiv: ar Śakalya Shakha. Ul lodenn vras ag ar Shakhaoù a zo kollet hiziv, pe diembann.[2]
Ar Rigveda eo testenn gozhañ ar c'horpus Vedic hag unan ag an testennoù skrivet en ur yezh indezeuropek.[3] Al lizheregouriezh hag ar yezhoniezh a ziskouez eo bet kenaozet ar braz ag ar Rigveda Samhita e gwalarn an iskevandir Indez etre 1500 ha 1000 kent JC.[4]
An destenn eo rannet e Samhita, Brahmanas, Aranyakas hag an Upanishads. Ar Rigveda Samhita eo kreiz an oberenn hag un dastumad a zek levr (maṇḍalas) gant 1,028 meulgan (sūktas) ha 10,600 gwerz (anvet ṛic). En eizh levr –A levr 2 d'al levr 9 – a zo ar re gozhañ, hag ennañ eo displeget ar gosmologiezh hindou, al lidoù, hag anien an doueed.[5] Al levr nevesoc'h (levr 1 ha 10) a zispleg ar vertuzoù evel an dāna (ar garitez), orin an hollved hag an doueel, ha goulennoù metafizik arall.
Hizhiv e vez disklaeriet c'hoazh ar gwerzioù e-pad ar pedoù hindou hag al lidoù-tremen (evel an euredoù), neuze eo ar Rigveda an destenn religiel kozhañ arveret betek hizhiv.[6][7]