Rudra (/ˈrʊdrə/; Sañskriteg: रुद्र) zo un doue eus ar Rigveda liammet ouzh an avel pe ar barr-amzer (Vayu)[1],[2] hag an hemolc'hiñ[3]. Troet e vez e anv evel ar C'hrozer. Er Rigveda e vez azeulet Rudra evel ar "ar meurdez e-touez ar veurdezed"[4]. Rudra a dalvez "an hini a ziskoulm ar c'hudennoù adal o gwrizienn". E anv a vez kavet er Shiva Sahasranama, ha R. K. Śarmā a ziskouez e vez arveret an anv da daolennañ Shiva er yezhoù all. Ar meulgan Shri Rudram eus ar Yajurveda a zo gouestlet da Rudrahag zo pouezus er Shivaegezh. En anuvaka Prathama eus Namakam (Taittiriya Samhita 4.5), Sri Rudram Rudra a vez azeulet evel Sadasiva ('ar meurdez shiva') ha Mahadeva. Sadashiva eo an Arc'h-Boud Paramashiva e Mantra Siddhanta er Shivaegezh. Ouzhpenn-se e vez arveret an anv siva meur a wezh en Anuvaka da c'helver Rudra.
Pemzek meneg ha tri-ugent eus Rudra a vez kavet en holl Rigveda.
Er Rigveda e c'haller kavout gwerzennoù e lec'h ma vez kaoz diwar-benn stumm Rudra. Setu lod anezho:
त्र्यम्बकं यजामहे tryambakaṃ yajāmahe (Mandala 7.59.12) -> Azeuliñ a reomp an hini a zo tri lagad dezhañ.
कपर्दिने kapardine (Mandala 1.114.1) -> Hag a zo blev fuilh
हिरण्यम् इव रोचते hiraṇyam iva rocate (Mandala 1.43.5) -> Skediñ a ra evel an Aour
शुक्र इव सूर्यो śukra iva sūryo (Mandala 1.43.5) -> Skediñ a ra evel an heol
स्थीरेभिरंगै sthīrebhiraṃgai (Mandala 2.33.9) -> Hag a zo izili start gantañ
पुरुरुप pururupa (Mandala 2.33.9) -> Ha stummoù disheñval a c'hall kemer
यजतं विश्वरुपम् yajataṃ viśvarupam (Mandala 2.33.10) -> Hag a zo Vishwarupa (an hollved enkorfet)
येभिः शिवः yebhiḥ śivaḥ (Mandala 10.92.9) -> Hag a zo Shiva (diougan mat)