SAV a oa ur gelc'hgelaouenn drimiziek brezhonek hag a oa bet krouet gant Strollad Ar Vrezhonegerien, tud Kelc'h Keltiek Pariz.

Moullet e oa bet an niverenn gentañ (Goanv 1936) gant Ronan Kaouisin e Pleiber-Krist : “Savet eo ar gelaouenn-man gant Breiziz harluet, evit Breiziz evelto pell diouz ar vro” eo kentañ gerioù ar rakskrid “D'al lennerien” a gaver enni, hag hi deuet er-maez e miz Genver 1936. Tud a bep seurt a skrive er gelaouenn-mañ a veze embannet peder gwech ar bloaz : niverennoù Goañv, Never-amzer, Hañv ha Diskar-amzer. N'eus nemet e 1940 ma teuas er-maez div niverenn hepken : seitek (Nevez-Amzer ha Hanv) ha triwec'h (Diskar-amzer 1940 ha Goañv 1941).

Kroget gant dek lur ar bloaz e oa aet ar c'houmanant

da ugent lur adalek an niverenn seitek,
da dregont lur adalek an niverenn ugent (Hanv 1941),
da zaou-ugent lur adalek an niverenn c'hwec'h warn-ugent (Goañv 1943)
ha da hanter-kant lur adalek an niverenn nav warn-ugent (Diskar-amzer 1943),

bep ma kreske priz ar paper-moullañ abalamour d'an diouer anezhañ e-pad dalc'hidigezh Bro-C'hall gant al lu alaman.

Ar c'hentañ niverenn ha tregont (Nevez-amzer 1944) a voe an hini diwezhañ bet embannet.

Tud

E-touez an dud a skrivas e-barzh e oa :

Levrlennadur