Sadorn e Museo nazionale del Bardo, Tunis
Saturnus, gant Polidoro da Caravaggio, XVIvet kantved

Sadorn eo anv brezhonek an doue roman kozh Saturnus, a oa Kronos gant tud Hellaz kozh. Debriñ a reas e vugale gant aon o dije lamet e c'halloud digantañ. Mab e oa da Uranus, an Oabl, ha da Tellus, an Douar. Distroadañ a reas e dad ha goulenn a reas digant e vreur henañ Titan ren en e lec'h. Hag e vreur da asantiñ, gant ma lazhje e holl vugale, evit ma renfe bugale Titan war e lerc'h.

Dimeziñ a eure da Ops (doare roman Rea), pe da g-Kibele hervez skridoù zo, ha bugale en doe diganti, nemet o debriñ a eure evel a oa dleet, hervez an emglev gant e vreur. Dre ma ouie e vije diskaret un deiz gant ur mab dezhañ e c'houlenne groñs digant e wreg kaout ar vugale nevez c'hanet. Dont a reas ar vamm a-benn da saveteiñ Yaou. Hag ar mab-se, pa voe deuet bras, areas brezel d'e dad, hag e voe trec'h warnañ, ma voe kaset Sadorn gantañ añ er-maez eus an oabl. Rouzet ar bloneg da vibien Titan evel-se.

Saturnalia

Levrlennadur