Sardeg
(Sardu)
Perzhioù
Komzet e : Sardigna, Italia
Rannved : Europa
Komzet gant : 1 000 000
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Sardigna
Akademiezh : Limba Sarda Comuna
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 sc
ISO 639-2 srd
ISO 639-3 srd
Kod SIL SRD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Kartenn eus yezhoù Sardigna

Ar sardeg (sardu pe limba sarda er yezh-se) zo ur yezh romanek komzet en enez Sardigna. E-skoaz ar yezhoù all deveret eus al latin ez eo an hini a zo pellaet an nebeutañ diouzh an henyezh a-fed fonologiezh.

Sardeg a gomzer en darn vrasañ eus an enezenn, nemet e kêr Alghero ma komzer katalaneg, hag en inizi bihan er mervent, e proviñs Carbonia-Iglesias, ma vez komzet tabarchino, ur rannyezh ligurek. War-dro 80 % eus annezidi Sardigna a gompren sardeg hag etre 65 ha 70 % a gustum ober gantañ.

Er sardeg e-unan ez eus div rannyezh vras :

A-hend-all e reer rannyezhoù sardek a-wechoù, daoust m’int disheñvel-mat diouzh an div rannyezh kent, eus :

An holl rannyezhoù-se zo bet levezonet un tammig gant ar c'hatalaneg hag ar spagnoleg abalamour m’eo bet stag Sardigna ouzh kurunenn Aragon e-pad meur a gantved.

Abaoe 1997 eo anavezet yezhoù an enezenn gant lezennoù Sardigna hag Italia. Ur yezh skrivet unvan zo bet savet, al Limba Sarda Comuna (sardeg boutin), evit unaniñ an div rannyezh vras. Ken-ofisiel eo ar yezh voutin-se hag an italianeg en enezenn.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Sardeg

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikipedia e sardeg.