Arthur Rackham : Siegfried o evet gwad Fafner ha daet eo kompren yezh an evned gantañ, Skeudennadur evit Der Ring des Nibelungen gant Wagner (1911)

Siegfried (pe Sigurd) zo un dudenn a vez kavet e saga an Nibelungen. E-touesk e berzhioù emañ e greñvded, e galon hag e gadarnded. Ar galloudoù-se a c'hall bezañ abeg e drec'h ouzh Fafner an aerouant hag an teñzor en doa tennet digantañ. Gounit a ra da neuze al lesanv Drachentöter "aerouantlazher". Buhezskrid ar gouron a gemm hervez an doareoù skrivet, e-keñver e orin pe e guroù.

Siegfried en Nibelungenlied

Johann Heinrich Füssli : Kriemhild o oueliñ war korf Siegfried (1817 ; Kunsthaus Zürich)

Siegfried a za war wel e penn-kentañ an Nibelungenlied hag e ya d'an anaon e-kreiz an istor. Chom a ra bev e penn e wreg Kriemhild betek he marv e fin an oberenn. He gweledigezhioù a laka splann he bolontez da zialiñ marv he gwaz. Siegfried n'eo ket taolennet el lodenn kentañ eus an oberenn gant ur savboent neptu, mes diouzh gwel e wreg Kriemhild hag e enebour Hagen von Tronje. Siegfried a c'hall bezañ gwelet gant e glezeñv Balmung e-kichen Dietrich von Bern en un depegn livet e 1390 e kastell Runkelstein war-dro Bozen.

Lennegezh