Sigismund III Vasa (e svedeg), pe Zygmunt III Waza e poloneg, pe Zigmantas Vaza e lituaneg (1566–1632), a oa ur priñs svedat dilennet da roue Pologn ha dug-meur Lituania e 1587.
Ganet e oa d'an 20 a viz Mezheven 1566 e kastell Gripsholm, e Sveden, ha mervel a reas e Varsovia d'an 19 a viz Ebrel 1632. Mab e oa da Yann III, roue Sveden, ha d'e bried kentañ Katarina Jagellonica, priñsez eus Pologn.
Dilennet e voe da roue Pologn ha da Zug-Meur Lituania, lakaet e penn Republik an Div Vroad eta, en 1587. Chom a reas e penn an div vro betek 1632.
Pa varvas e dad, e 1592, e teuas da vezañ roue Sveden war un dro. Met ne oa ket prest ar vro brotestant da c'houzañv ur roue katolik, ha brezel-diabarzh a voe. E 1599 e voe ret dezhañ tec'hel eus Sveden, ha leuskel ar gurunenn gant e eontr Karl, a voe anvet da roue.
Div wech e timezas, da ziv c'hoar
Pemp bugel gant Anna Aostria (1573-1598), met Vladislaus hepken ne varvas ket en bugel:
Bugale en doe gant Konstanza Aostria.