"Komzit galleg, bezit naet" skrivet ouzh moger pratell skol Ayguatébia-Talau

Ar simbol, pe ar vuoc'h, a oa un dra (ur [botez-koad|votez-koa]]d da lakaat en e gerc'henn alies) a veze roet d'ur bugel pa veze tapet o komz brezhoneg er skolioù gallek.

D'e dro e c'halle e reiñ d'ur bugel a gleve o vrezhonegañ. An hini a veze ar simbol gantañ e diwezh an devezh a veze kastizet en un doare bennak gant ar skolaer. Evel-se e tesked d'ar vugale paouez da gomz brezhoneg, eveshaat ha flatrañ an eil egile.

Doareoù heñvel a veze e trevadennoù Bro-C'hall hag e re Bro-Saoz.

Ar simbol zo bet roet e parrez Boulvriag koulz er skol gristen hag er skol-Stad[1].

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Gwelet ivez

Notennoù

  1. An Du, op. cit.