Rann eus | doareoù-skrivañ ar brezhoneg |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1955 |
Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh.
Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez(Daveoù a vank). Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap a-hervez(Daveoù a vank).
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret Skol-veur Breizh-Izel eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken.
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg : ar gatoliked en un tu, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se) en tu all. Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan.
Gant Frañsez Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeut en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.
Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken :
E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, bet kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv.
Met nebeut a bouez a chom en XXIvet kantved gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.
Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :
Skritur KLT (Feiz ha Breiz) |
Skritur brehoneg Guéned mod Dihunamb |
Peurunvan | Skolveurieg | Etrerannyezhel |
---|---|---|---|---|
evit | aveit, eit | evit | evid | ewid |
skouer | skuér, skuir | skouer | skwer | skwer |
emzao | emsaù | emsav | emzao | emsaw |
mat | mat | mad ha mat (anv-kadarn hag anv-gwan) |
mad | mad ha mat (anv-kadarn hag anv-gwan) |
guelout, gwelet | guélet | gwelout / gwelet | gweloud / gweled | gweled / gweloud |
mont | monet, mont | mont | mond | moned/mont |
pasaat | pasat | pasaat | pasaad / pasâd | passaad |
c'hoaz | hoah | c'hoazh | c'hoaz | c'hoazh |
c'houec'h | hueh | c'hwec'h | c'hweh | c'hwec'h |
noz | noz | noz | noz | nos |
brezoneg/k | brehoneg | brezhoneg (anv-kadarn) | brezoneg | brezhoneg |
diou | diù | div | diou | diw |
uhella(n) | ihuéllan | uhelañ | uhella | uhellañ |
senti | sentein | sentiñ | senti | sentiñ |