Ar skridaozer a zo an den a sav skridoù hag e c'hell bezañ kevatal da oberour, met peurvuiañ e vez kaoz eus skridoù savet evit ur mareadeg (n'eus forzh peseurt seurt kelaouenn), ur geriadur pe un holloueziadur hag evit ar mediaoù skingaset (skingomz, skinwel).
Er gwask koulz hag er mediaoù skingaset e vez implijet meur a skridaozer evit sevel pennadoù-skrid hag abadennoù skingaset. Er c'helaouennoù brasañ, ar pemdeziegoù, da skouer, e kaver kantadoù a skridaozerien, kelaouennerien a-vicher an holl anezho. Ar skridoazañ a vez graet eus an holl skridaozerien ha renet e vezont gant renerien ar skridaozañ (pe pennskridaozerien). Sevel ar pennadoù a zo ar skridaozerezh.
Ul labour skridaozañ a ra ar Wikipedourien kuit dezho bezañ paeet. Setu perak e vez implijet skridaozer evit pep a den a zegas tammoù testennoù pe testennoù hir d'an hollouezadurioù meret gant ar Wikimedia. N'o deus ket renerien ar skridaozañ, met c'hoant ober traou a-feson ha doujañs e-kenver ar genskridaozerien a zo o fennskridaozerien difetis.