Giotto (1267-1337), Stoltezza, XIVvet kantved.
Engravadur diwar Pieter Breughel gozh, 1556. Kentel: Al rijst den esele ter scholen om leeren, ist eenen esele hij en zal gheen peert weder keeren (Goude ma yelo an azen d'ar skol da zeskiñ, En kazeg birviken ne c'hallo distreiñ).
Alegorienn ar Follentez, gant Quentin Matsys, XVIvet kantved.

Ar sotoni, pe diskiantegezh, dioterezh, diotiz, eo an diouer a spered, a gompren, a boellegezh, a skiant, pe skiant vat. Ret eo ober ar c'hemm etre sotoni ha follentez, goude ma vez mesket ar gerioù er yezh pemdez. Gallout a reer bezañ sot gant ar boan, ar glac'har...

Reolennoù diazez ar sotoni

Brudet eo istorour italian an armerzh Carlo Maria Cipolla (1922-2000) hag e arnodskridoù diwar-benn sotoni an dud. En e levr The Fundamental Laws of Human Stupidity e studi ar sotoni, hag e lavar eo galloudusoc'h bagad an dud sot eget aozadurioù bras evel ar Mafia.

Sed ar pemp lezenn a zo da ziazez ar sotoni er bed hervezañ :

  1. Atav ha diremed e chomomp hep empentañ pegen bras eo niver an dud sot a zo war vale.
  2. Sotoni un den zo distag diouzh e berzhioù all.
  3. Un den sot zo gouest d'ober droug d'un den all pe d'ur bagad tud hep tennañ gounid ebet eus an droug, betek ober droug dezhañ e-unan zoken.
  4. An dud di-sot ne vezont ket evit empentañ morse pegen noazus eo nerzh an dud sot ; ankouaat a reont dalc'hmat e koust ker-ker en em glevout gant tud sot n'eus forzh pegoulz, n'eus forzh pelec'h, ha n'eus forzh penaos.
  5. Un den sot eo an dañjerusañ den a zo war an douar.

Komzoù

Prizioù

Prizioù zo bet krouet d'enoriñ ar sotoni e SUA:

Lennegezh

Ar Stultifera Navis da vont da Vro ar Folled. Koadengravadur e 1549.
Das Narrenschiff, gant Hieronymus Bosch.

Renabliñ a ra meur a seurt follentez war un ton flemmus ha kentelius;

-XXvet kantved:

-XXIañ kantved:

Liammoù

Notennoù

  1. [1]
  2. Les Caractères, Payot & Rivages, 2010.
  3. Il potere della stupidità, Monti&Ambrosini editori, 2007. ISBN 978-88-89479-01-8