Talebolyon
Kombod
Rann eusCemais Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ

Talybolion, pe Talebolyon, pe Talebolion a-wechoù, a oa unan eus daou gombod gwalarn Ynys Môn, e hanternoz Kembre, er Grennamzer. E kantrev Cemais e oa, e Rouantelezh Gwynedd evel Môn en he fezh d'ar c'houlz-se. Er reter dezhañ e oa Twrcelyn, kombod all ar c'hantrev.

E Talybolion e oa hanternoz Ynys Gybi, ha Caergybi ar pennlec'h. E Môn e oa bevennet er c'hreisteiz gant kombod Llifon, e kantrev Aberffraw, ha gant kombod Twrcelyn er reter. E Maenor Cemais (Porth Wygyr e-kichen Cemaes hiriv marteze) e oa lez ar c'hombod, ha oa war un dro penn-lez ar c'hantrev.

Istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag eo anv Talybolion ouzh hini Pabo Post Prydain, ur sant eus ar Vvet kantved, a ouenn rouaned Rouantelezh Gwynedd. Un iliz zo bet savet dezhañ e Llanbabo en XIIvet kantved, da vare Owain Gwynedd.

Parrezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Llanbadrig e-kichen ar mor

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]