An Tanaro zo ur stêr en hanternoz Italia, adstêr d'ar Po war e lez dehou. Gant he 276 km eo eil stêr hirañ Piemonte war-lerc'h ar Po .
Kar e vefe an anv da hini an doue galian Taranis ha d'ar stêr Tarn en Okitania.
Eieniñ a ra an Tanaro e mervent Piemonte war harzoù Liguria, en Alpi Liguri. E gwirionez e c'hoarvez eus kember ar froudoù Tanarello ha Negrone war harzoù kumunioù Ormea (e Proviñs Cuneo) ha Cosio d'Arroscia (e proviñs Imperia).
Bez ez eo bet ivez anv un departamant gall da vare aloubadeg Italia gant armeoù an impalaer gall Napoleone Buonaparte, gwelout Tanaro (departamant) .